Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  22 gevredigezh hag embregerezh a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg

D’ar Yaou 19 a viz Mae e oa bet sinet gant kevredigezhioù ezel eus Emglev-bro « Ti ar vro Landerne-Daoulaz », hag un nebeud embregerezhioù, an emglev Ya d’ar brezhoneg dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Fañch Collec, maer Loperc’hed hag an it. Véronique Thomas, prezidantez Ti ar vro Landerne-Daoulaz.

Kevredigezhioù kerent ar vugale, kelc’hioù keltiek, frammoù kelenn brezhoneg d’an oadourien, kevredigezhioù sportourien pe arzourien, grafourien, stilourien, burevioù studi : divizet o deus holl
kas meur a oberenn da benn evit lakaat ar yezh da vevañ en o framm.

Diskouez a ra Kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz na pegement a startijenn zo enni evit ar yezh gant ouzhpenn 450 skoliad enskrivet en hentadoù divyezhek adalek ar skol-vamm betek al lise.

Gant an it. Louarn eo bet broudet an dilennidi hag an obererien sokial a oa war al lec’h da gendelc’her gant an hent-mañ evit diorren kelenn ar yezh ha lieskementiñ an digarezioù da implijout ar yezh er-maez eus ar skol.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn