Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  200 plakenn-straed divyezhek e Kemperle

Da-geńver adnevezadur plakennoł he straedoł, he deus divizet kźr Kemperle, bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg ganti, goulenn skoazell digant servij Glad Yezhel an Ofis Publik evit staliań skoroł divyezhek.



D’ar c’houlz ma oa bet votet ar garta e Kerzu 2008 e oa bet dibabet gant ar gumun, ouzhpenn oberoł fetis all, staliań plakennoł straed divyezhek. Kroget mat eo gant al labour-se bremań dre ma vo staliet ouzhpenn 200 plakenn a-raok an hańv. Un eil prantad staliań plakennoł a vo aozet en eil c’hwec’hmiziad.

Kenlabouret en deus ar servij Glad Yezhel gant servijoł teknikel ar gumun evit treiń ha/pe skoueriekaat anv pep straed. Adlennet eo bet pep plakenn evit bezań sur e oa skrivet mat an anvioł ha kinniget an div yezh heńvel gant ar pal ober diouzh reolennoł un divyezhegezh kempouez.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn