Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  KK bro an Aberioł ha 7 kumun all a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant KK bro an Aberioł gant ar sońj kas 16 ober da benn dindan 3 bloaz gant an ao. Christian Calvez, prezidant ar KK ha maer Plouvien d’ar Gwener 13 a viz Mae 2011 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik. Da-geńver an darvoud-mań eo bet sinet ar garta gant 7 kumun ezel eus ar Gumuniezh.

Kumunioł Treglonoł, Koz-Meal, Landeda o deus sinet ar garta evit kaout al label live 1 ; Loprevaler, Plabenneg, Plougerne hag ar Vourc’h-Wenn o deus sinet al live 2. Kumunioł Lanniliz, Plougin, Plouvien ha Sant-Pabu o doa sinet ar garta c'hoazh e 2006, 2007 pe 2008.

En he frezegenn he deus embannet an it. Lena Louarn pegen laouen e oa gant an niver bras a oberoł dibabet evit ar brezhoneg gant ar C’huzul-kumuniezh ha pouezet he deus war ar galloud a oa gantań evit lakaat ar yezh da vleuniań er vuhez foran, digeriń magourioł ha kreizennoł dudi.

Broudet he deus ivez dilennidi ar c’humunioł a sine da gendelc’her gant ar strivoł a reont evit digeriń klasoł divyezhek war o zakad.
700 skoliad, eus ar skol-vamm d’ar skolaj, a vez skoliataet enno hiziv an deiz.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn