Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lec’hienn Breizhgo e brezhoneg

Lec’hienn an treuzdougen a-stroll e Breizh eo Breizhgo. Dindan renerezh Rannvro Breizh ez eo bet savet. Ganti ez eo bet kenurzhiet an dastum titouroł digant ar strollegezhioł o kemer perzh ha treuzdougerien ar rouedadoł disheńvel. E brezhoneg ez eus tu d’he implijout a-drugarez da servij Treiń-Aliań an Ofis Publik, ouzhpenn ar galleg, saozneg, portugaleg ha spagnoleg.

25 000 ger a zo bet ret d’an Ofis Publik treiń a-benn reiń an tu d’an implijerien da verdeiń el lec’hienn-mań a oa bet savet evit talvoudekaat ha diorren implij an treuzdougen foran e Breizh.

Ganti e c’heller aozań hentadoł dre ma kinnig al lec’hienn eurioł a bep seurt, studiań an tremenerezh war an amzer real, dizoleiń doareoł mont ha dont kinniget gant ar strollegezhioł lec’hel (pelec’h ha penaos feurmiń ur marc’h-houarn en Oriant pe e Lannuon ?), bezań kelaouet war an holl nevezentioł evit a sell ouzh ar mont ha dont padus (kenweturań, treuzdougen diouzh ar goulennoł), ha kement ‘zo.

Evit gouzout hiroc’h : http://www.breizhgo.com/index.php/bretagne_bzh
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn