Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod kelaouiń foran diwar-benn raktresoł skolioł Diwan e Naoned hag e Pornizh.

Kinniget e vez 2 emvod kelaouiń foran d’ar gerent yaouank e Naoned hag e Pornizh. Sed amań un digarez d’ober anaoudegezh gant rouedad ar skolioł Diwan, o mont en-dro hag o fedagogiezh ha, war ar marc’had, da eskemm gant kelennerien ar skol.

Abaoe un tregont vloaz bennak ez eus eus skolioł Diwan, kelenn divyezhek brezhoneg-galleg dre soubidigezh, el Liger-Atlantel. E Naoned e oa bet digoret ar skol gentań (1978) ha digoret e oa bet da c’houde skol Sant-Nazer (1991), Gwenrann (1999) ha Savenneg (2009). Digoret e oa bet dorioł Skolaj Diwan Liger-Atlantel e Sant-Ervlan e miz Gwengolo 2008. Evit respont d’an dud dedennet ez eus bet savet daou raktres gant ar pal digeriń e miz Gwengolo 2012 : e Naoned, evit un eil lec’h e kreiz-kźr pe e Su-Naoned hag e Pornizh evit krouiń ur skol.

E Naoned e vo dalc’het an emvod d’ar Merc'her 25 a viz Mae da 8eur noz, e ti Ofis Publik ar Brezhoneg, 17 straed Auvours. (tramgarr linenn 3 – arsav-tram Viarme Talensac ; parklec’h plasenn Viarme).

E Pornizh e vo dalc’het an emvod d’ar Meurzh 31 a viz Mae da 7 eur 30 g.m. e Ti ar C’hevredigezhioł, 4 straed Lorraine.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn