Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label Ya d’ar brezhoneg live 2 zo bet roet da gumun Kewenn.

D’an 20 a viz Ebrel 2011 eo bet roet al label d’an ao. Marc Cozilis, maer Kewenn, gant an ao. Ronan Postic eus Ajańs diorren an Ofis Publik, dirak an ao. Philippe Rondeau, eilmaer hag ur bern tud all.

E miz Kerzu 2008 e oa bet roet al label live 1 da gumun Kewenn c’hoazh evit 5 ober kaset da benn vat ha hep gortoz pelloc’h e oa bet divizet ganti lakaat 5 ober all war ar stern. An hevelep tra zo bet divizet ober d’an 20 a viz Ebrel p’en doa sinet an ao. Marc Cozilis ur gevrat nevez da gas e gumun betek live 3 ar garta tra ma reseve al label live 2.

Kentań kumun ar Mor-Bihan a sin evit mont war-zu al live 3 eo Kewenn eta, ar pezh a ziskouez mat he youl da gas ar yezh war-raok.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn