Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinet eo bet live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Tolpad-kźrioł Lannuon-Treger.

Dre ma oa bet kaset 5 ober da benn vat c’hoazh evit diorren ar yezh gant an Tolpad-kźrioł e oa bet roet al label a live 1 dezhań d’an 9 a viz Ebrel 2011. War ar marc’had ez eo deuet TK Lannuon-Treger da vezań an Tolpad-kźrioł kentań e Breizh o sinań live 2 ar garta.

Aet e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoł Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, da Lannuon evit reiń al label live 1 eus ar garta d’an ao. Joėl Le Jeune, prezidant TK Lannuon-Treger ha sinań al live 2 gantań.

Goude bezań selaouet prezegennig degemer an ao. Christian Marquet, maer Lannuon, he deus graet anv eus al labour bet graet gant an Tolpad-kźrioł gant 5 ober kaset da benn c’hoazh. Gant kuzul-kumuniezh TK Lannuon-Treger ez eus bet votet 8 ober nevez da seveniń a-benn 2 vloaz evit resev al label live 2. Bev-buhezek eo ar c’helenn divyezhek e bro Treger-Goueloł : 8,7% eus ar skolidi er c’hentań derez a gaver en hentadoł divyezhek ha 9,7% war takad Tolpad-kźrioł Lannuon-Treger.
Broudet eo bet an dilennidi a oa war al lec’h gant Lena Louarn da genderc’hel da ziorren an divyezhegezh, dre zigeriń hentadoł divyezhek nevez ha, war un dro, dre ginnig servijoł e brezhoneg d’ar rummadoł yaouank, evel ar magourioł hag ar c’hreizennoł dudi.

Gant an ao. Joėl Le Jeune - e brezhoneg da gentań hag e galleg war-lerc’h – eo bet embannet al lorc’h a oa ennań evit al labour graet. Embannet en deus ivez youl an Tolpad-kźrioł hag e 20 kumun evit mont war-raok, en ur bouezań war ar mennozh ez eo afer pep hini, dilennidi koulz ha keodedourien, saveteiń ha diorren ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn