Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (765 ko)  Fichier pdf 
  Un dalc’h nevez a vo aozet evit tremen an Diplom Barregezh war ar Yezh.

Gant Kuzul-rannvro Breizh hag an deskadurezh-Stad (GIP-FAR akademiezh Roazhon) eo kinniget an testeniekadur-mań. An diplom kentań eo evit an oadourien a zesk ar brezhoneg.

Div lodenn a ya d’ober an arnodenn-mań : diskoulmań ur gudenn ha drevezań obererezhioů sokial ha micherel.
Padout a ra 2 eurvezh 30.
Unan eus ar 5 derez a vo roet d’an emstriverien, diouzh o live barregezh.

Brest, Roazhon ha Gwened a vo an 3 lec’hiad digor evit dalc’h ar 25 a viz Mezheven 2011.

Stummań brezhonegerien ha kreńvaat e bolitikerezh yezh eo pal Kuzul-rannvro Breizh. Abalamour da se e sammo koust enskrivadur nep piv bennak a fello dezhań tremen an arnodenn Barregezh war ar Yezh. Pep desker bet tapet gantań an testeniekadur-mań, anavezet er framm europat boutin, a c’hello e lakaat da dalvezout war an dachenn sokial ha/pe micherel.

A-raok an 13 a viz Mae 2011 e ranker en em enskrivań dre al lec’hienn : www.d-c.-l.net .
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn