Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Mellag

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Bernard Pelleter, maer Mellag dirak Erwan ar C’hoadig, eus Ajañs diorren an Ofis Publik d’al Lun 21 a viz C’hwevrer 2011 hag an ao. Loeiz ar Peñseg, bet ministr meur a wezh, eilmaer Mellag ha prezidant Kevredigezh C’hall ar C’humunioù hag ar Rannvroioù.

War al lec’h e oa ivez an it. Odile Sivy, eilmaerez, dilennadez-dave Ya d’ar brezhoneg hag holl eilmaered Mellag, an it. Marijo Mellouet, kuzulierez-kêr e Kemperle hag an ao. Marsel Moysan, maer Kerien ha besprezidant KK bro Kemperle e karg eus ar brezhoneg.

Kaset e vo da benn 7 ober dindan 2 vloaz gant ar gumun : responterez an ti-kêr, kartennoù-bizit an dilennidi, panellerezh an ti-kêr ha plakennoù-straed a vo divyezhek ; kemer a raio Mellag perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; un dalc’had levrioù a vo lakaet e levraoueg an ti-kêr.

En e brezegenn en deus lavaret an Ofis Publik pegen laouen e oa gant ar sinadur-mañ ha dre vras gant startijenn ar c’helenn divyezhek e bro Kemperle (digoridigezh ur c’hlas divyezhek d’an distro-skol 2010 e Kemperle hag astenn an hentad er skolaj Kervarker e 2011).
Diskouez a ra an emdroadurioù-mañ ar youl a zo gant KK bro Kemperle evit kas ar brezhoneg war-raok.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn