Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinet eo bet ar garta gant kęr Henbont

Henbont zo an eizhvet kumun eus bro an Oriant o kemer an diviz ofisiel da ziorren ar brezhoneg e buhez pemdez hec’h annezidi. D’an 9 a viz Kerzu eo deuet eta da vrasaat bodad ar 120 ti-kęr eus Breizh o deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Sinet eo bet ar garta, dirak dilennidi ar gumun hag un hanter-kant bennak a dud, gant an ao. Sylvain Berhault, kuzulier-kęr, dilennad dave evit Ya d’ar brezhoneg hag an ao. Erwan ar C’hoadig, eus Ajańs diorren an Ofis.

War al lec’h e oa ivez ur bern bugale eus ar c’hlasoů divyezhek en deskadurezh prevez. An hentad-se a ya mat en-dro e Henbont : 127 bugel a zo skoliataet enno eus ar c’hentań-derez betek ar skolaj, ar pezh a ziskouez eo tud Henbont tomm o c'halon ouzh ar yezh.

Votet e oa bet gant ar C’huzul-kęr, e miz Here 2009, kemer perzh er garta dre zibab 13 ober da gas da benn dindan 3 bloaz a-benn tizhout al label a live 2.
Sed aze roll an oberoů dibabet : staliań panelloů divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; sevel panelloů heńchań divyezhek war takad ar gumun ; nevesaat ar plakennoů-straed o kinnig anezho en div yezh ; fiziout en Ofis ur studiadenn war anvioů-lec’h ar gumun.

Evit a sell ouzh mont en-dro pemdeziek an ti-kęr e vo kinniget en div yezh diwar vremań : ar pedadennoů, kemennadenn ar responterez , lec’hienn genrouedad an ti-kęr, logo Henbont ha pennad-stur ar maer er c’hannadig-kęr.

Mod-all e vo paeet ur stummadur war ar brezhoneg, evit deskiń pe beurzeskiń ar yezh, d’an implijidi-kęr a c’houlenno.

Sinet ez eus bet ivez gant an ti-kęr ur gevrat kefridi gant an Ofis.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn