Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Klegereg : Daou vloaz evit kas 16 ober da benn

An ao. Marc Ropers, maer ha besprezidant Kumuniezh-kumunioù bro Bondi, an it. Martine Auffret, kuzulierez-kêr e karg eus ar brezhoneg hag ouzhpenn 50 den o deus degemeret an ao. Erwan ar C’hoadig d’an 13 a viz Du 2009, evit sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Daou vloaz a vo trawalc’h d’ar gumun evit kas 16 ober da benn. Ur bodad trakêr a zo bet krouet a-benn heuliañ al labour gant skoazell an Ofis.
Un toullad oberoù a sell ouzh mont en-dro an ti-kêr : pedadennoù, kartennoù-bizit an dilennidi, paper lizher ; responterez ; pennad er c’hannadig-kêr ; levrig familh : an holl skoroù-se a vo kinniget en div yezh diwar vremañ. Un degemer divyezhek a vo graet gant ar maer da-geñver al lidoù ofisiel.

Ul lodenn all eus an oberoù a sell ouzh ar panellerezh. Panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; savadurioù an ti-kêr ha dindan e zalc’h ; plakennoù-straed : en div yezh e vint savet hiviziken.

A-hend-all e vo graet un enklask gant Klegereg war-du tud ar vugale a-benn anevezout gwelloc’h o ezhommoù e-keñver ar c’helenn e brezhoneg. Sevel a raio ar gumun un emglev gant ar c’humunioù tro-dro ivez evit ma c’hellfe kement bugel bezañ skoliataet en he c’hlasadoù divyezhek. (Tost 20% eus ar vugale a zo skoliataet er skol-vamm c’hoazh).
Kemer a raio perzh er vrudadeg vloaziek evit ar c’helenn d’an dud deuet.

Hag al levraoueg-kêr a ginnigo levrioù e brezhoneg evit ar re yaouank hag ar re vras.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn