Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Bruderezh e brezhoneg gant France Bleu Breizh-Izel.

Ar radio kentań eus rouedad France Bleu oc’h ober bruderezh e brezhoneg ez eo France Bleu Breizh-Izel.

D’ar 6 a viz Here 2008 e oa bet sinet e Kemper an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Jean-Paul Cluzel, prezidant Radio France. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel, en doa divizet kregiń raktal gant an argerzh-se o kas da benn 2 ober a-bouez : embann ur stumm divyezhek eus an teul a ginnig steuńvenn ar programmoł ha skignań spotoł e brezhoneg evit brudań ar c’hentelioł-noz.

Kement ha kenderc’hel ganti emań ar radio o paouez sevel skritelloł brudań e brezhoneg.

Gwelet ez eus bet eta e kźr Vrest un toullad busoł lakaet outo ar skritell da heul : « Gwelet ac’hann, e Brest eo France-Bleu ma radio din-me ».

Sed aze un ober mod-nevez a roio mennozhioł emichańs da radioioł all rouedad France Bleu er rannvroioł.

Mod-all, abaoe deroł ar bloaz ez eus bet staliet ur panellerezh divyezhek e burevioł ar skingomz.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn