|
| |
Abaoe un nebeud
bloavezhioù ez eus lañs bras gant
diorren an divyezhegezh er vuhez foran e Breizh.
Ofis Publik ar Brezhoneg a ginnig deoc'h ur servij
treiñ a-zoare hag a ambroug ac'hanoc'h hed-da-hed
ho labour. Labourat gant an Ofis Publik a warant
e vo graet war-dro ho troidigezhioù teknikel
gant ur servij a vicher hag a ra gant un dermenadurezh
azas hag ur yezh vodern ha resis.
Hor pourchasoù
Treiñ a ra ar servij e brezhoneg diwar ar
galleg, hag adlenn testennoù e brezhoneg
diwar goulenn hiniennoù, kevredigezhioù,
strollegezhioù hag embregerezhioù.
Pevar zroer pad zo en ho servij. Da gentañ-holl
e vez graet war-dro al labourioù zo ur pal
foran dezho, ha zo gouest da gas ar brezhoneg war-raok
dre lakaat anezhañ war wel. Ne vez ket graet
troidigezhioù lennegel gant an Ofis Publik.
Prizioù
Penndivizoù
|
|
| Dont e darempred : |
lizheroù :
Ofis Publik ar Brezhoneg
10 straed Naonediz
35000 Roazhon |
| pellgomz
: 02 23 44 04 37 |
| pelleiler : 02 23 44 04 39 |
postel :
Treiñ |
|
|
|
|
| |
|

Hor penndivizoù
hag hor prizioù
Mar karit gouzout hiroc'h diwar-benn mont en-dro
ar servij ha roll pep hini, e c'hallit teurel
ur sell ouzh Penndivizoù ar servij hag
ouzh hor Prizioù.
|
|
An divyezhegezh, d'ober petra ?
Lakaat un embregerezh, un ti-kêr pe ur gevredigezh a-zevri war hent an divyezhegezh a dalvez a-dra-sur da reiñ ur skeudenn war vat eus an-unan. Er mare-mañ ma vez kaoz eus bedelaat e pep lec'h, e kreñva ar brezhoneg hon hevelebiezh hag e kas ur giminiadezh dinec'hus war-du ur gevredigezh en entremar. Ouzhpenn-se e ro talvoudegezh deoc'h rak dre se e sikourit da saveteiñ ur yezh dezhi muioc'h eget 1000 bloaz, anezhi benveg ur sevenadur dibar.
Ar yezh keltiek nemeti komzet war kevandir Europa eo ivez. Evit gwir e c'hall a bep seurt teulioù eus ar vuhez pemdez bezañ troet e brezhoneg, pa vez prederiet un tamm. Trawalc'h eo soñjal ober, setu arabat deoc'h termal ken, sed amañ ur roll, ha n'eo ket peurglok, eus an oberoù a c'hall bezañ sevenet.
 |
Jubenniñ
 |
|
Gant Ofis Publik ar Brezhoneg
ez eus binviji a-zoare evit ar frammoù a
fell dezho kas o divizioù e brezhoneg e-pad
an emvodoù, prezegennoù pe darvoudoù
all. Dre se e c’hell bezañ troet pep
tra war ar prim evit ar c’hallegerien. Da
c’houzout hiroc’h, deuit e darempred
gant Ofis Publik ar Brezhoneg e Karaez.
|
Goulenn kuzul diganimp
Arabat deoc'h chom da dortañ. Evit ne vern pe raktres, deuit e darempred ganimp en unan eus hor pemp kreizenn, diouzh an hini zo tostañ deoc'h. Kasit ho koulenn dre bostel a-gevret gant ur fichennaoueg stag, enni an testennoù da dreiñ pe da adlenn. Evel-se e vimp e-tailh da istimañ an amzer rekis ha koust al labour :
|
|
 |
|