Dre zomanioù e vez studiet ar yezh gant ar
greizenn dermenadurezh. Skoueriekaat an implij anezhi
eo ar pal. Skignañ a ra embannadurioù
a denn d'he labourioù a-benn ledanaat implij
an termenoù erbedet. Evit respont d'ur goulenn
resis e studier an domani-mañ-domani bep gwech.
E-touez an domanioù a vez pledet ganto, e reer
da gentañ-penn war-dro ar re vallusañ
e-keñver ar goulenn zo er gevredigezh : re
ar vuhez pemdez. Labourat a ra TermBret e darempred
gant tud a vicher a bleustr an domanioù studiet.
Ur c'havlec'h emgefreet eo, ennañ fichennoù
zo bet lakaet warno, hervez ur protokol resis, roadennoù
termenadurezh (termen studiet, termenadur, domani,
displegadennoù yezhadurel, termenoù
kevatal er yezhoù estren). Memor TermBret an
hini eo, ennañ an holl labourioù bet
kaset da benn gant TermBret abaoe m'eo bet krouet.
Kavet e vo termenoù kinniget ha termenoù
skoueriekaet. Ingal e vez bouetaet an diaz-se. Ennañ
42.000 fichenn ha tu zo furchal enno diwar lec'hienn
Genrouedad Ofis Publik ar Brezhoneg war pajenn TermOfis.
En
em silet eo an teknologiezhioù nevez en hor
buhez pemdez evit al labour pe an dudi. Kemer a ra
perzh ar brezhoneg en emdroadur-se a zo mil pouezus
evit e zazont. Da skouer, gant tost da 30.000 pennad,
ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek kentañ war
Wikipedia ha liesseurt eo ar binvioù brezhonek
bremañ (meziantoù, lec'hiennoù
Kenrouedad, enepviruzoù, luskerioù enklask...).
Abaoe pell e labour an Ofis Publik war an dachenn-se
a-benn kinnig ostilhoù azas d'ar vrezhonegerien
ha divizet en deus en ober muioc'h c'hoazh. Se zo
kaoz e oa bet sinet ur c'hendivizad e 2007 etre Microsoft,
Kuzul-rannvro Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.
|
|
Kement den ha kement ensavadur zo : strollegezhioù
lec'hel, embregerezhioù, kevredigezhioù,
troerien, hiniennoù. Gallout a reont kas dimp
testennoù da adlenn evit gwiriañ ar gerioù
implijet, pe testennoù da dreiñ. Kas a
reont listennadoù termenoù evit gouzout
penaos e vezont lavaret e brezhoneg, pe evit gwiriañ
erbedadennoù ar greizenn dermenadurezh.
Evit gouzout hiroc'h :
Termbret a c'hoarvez eus ur sekretourva hag a labour
dorn-ha-dorn gant ar Servij
Treiñ-Aliañ, hag eus izili a-youl-vat
en em dolp e bodadoù termenadurezh. War-lerc'h
e vez diskouezet al labourioù bet kaset da benn
d'ar C'huzul Skiantel a-benn kaout e ali. A-benn ar
fin e vez embannet an disoc'hoù e stumm geriaouegoù
a denn d'an danvez-mañ-danvez.
Digor eo ar bodadoù da gement brezhoneger en
deus c'hoant skoazellañ al labour termenadurezh.
Ezel eo TermBret eus Kevredigezh Europat an Dermenadurezh
hag eus Kevredad Frañs an Dermenadurezh.
Mont e darempred gant ar sekretourva :
|