|
Torret e oa bet chadenn deskiñ ar yezh er bloavezhioù 1950. Diwar se ez a ar gomzerien o deus desket brezhoneg gant o zud da gozh ha da anaon, setu eo erru mallus-kenañ dastum ingal ar pezh a ya d'ober pinvidigezh hor yezh, war tachenn al lec'hanvadurezh dreist-holl.
Pa ouzer ez eus war-dro 1,5 milion a anvioù lec'hioù
annezet e Breizh, e vuzulier diouzhtu mallusted al labour
zo da seveniñ keit ha ma chom titourerien ha
zo tu da fiziout enno. Re ziwezhat eo, siwazh, evit
takadoù zo eus ar brezhonegva, en arvor peurgetket.
Setu perak en deus divizet Ofis Publik ar Brezhoneg
ober war-dro an dachenn-se kentañ-wellañ.
Studi al lec'hanvioù (pe an anvioù-lec'h) a c'houlenn un hentenn strizh. Da gentañ-tout e rank an enklasker studiañ pizh kartennoù ar c'horn-bro zo anv anezhañ a-benn donaat e anaoudegezh eus ar c'hêriadennoù a gaver warno hag en em akoursiñ ouzh lec'hiadurezh an dachenn. Goude-se e sav ur roll-goulennoù a dalvezo dezhañ da heñchañ ar c'hendivizoù, hag e klask war-lerc'h komzerien eus ar vro hag a c'hallfe bezañ enrollet (5 den dre gumun peurliesañ). Ur wech graet an dra-se e klask stummoù skrivet kozh testeniekaet en diellaouegoù ha war ar gladrolloù.
Echu an enklask gantañ, e lakao keñver-ha-keñver ar stummoù komzet hag ar stummoù skrivet a-benn diazezañ skritur modern reizh pep anv-lec'h. Stumm skoueriekaet a reer eus ar stumm-se. Da c'houdevezh e krog al labour da skignañ ar stummoù-se ha reizhañ war an dachenn (nevesaat ar panelloù, implij er c'hazetennoù pemdeziek hag er c'hazetennoù-kêr tamm-ha-tamm, reizhañ al levr-pellgomz, ar gladroll, ar c'hartennoù, h.a.).


Fichenn-skouer
Bemdez e vez pinvidikaet ar bank dibar-se. Ennañ
emañ memor an divyezhegezh war an hentoù
e Breizh abaoe ar bloavezhioù '80. Evit pep
anv-lec'h studiet (en tu all da 49000 anezho) e vez
savet dre ar munud ur fichenn, warni an eilstummoù
a gaver evit pep hini anezho (war-dro 15000 anezho),
an distagadurioù lec'hel treuzkrivet gant al
lizherenneg fonetikel (tost da 41000 anezho), ar stummoù
kozh (tost da 63000 anezho), ar stummoù testeniekaet
e lennegezh ar brezhoneg (tost da 19000 anezho), titouroù
a bep seurt diwar-benn an orin, al lec'hiadur war
ar c'hartennoù, hag erfin ar stumm skoueriekaet
zo lakaet da stumm brezhonek reizh. Gallout a ray
ar glaskerien ha neb a zo dedennet gant pinvidigezh
lec'hanvadurezh Breizh mont da glask e KerOfis,
bank lec'hanvadurezh an Ofis Publik.
|
|
Seizh bloavezh labour zo bet ezhomm evit kas da benn ar gartenn-hent kentañ eus Breizh e brezhoneg. Ur gartenn diouzh an 1/250000vedenn eo, warni en tu-hont da 6000 a anvioù-lec'h zo bet studiet pizh pep hini anezho (dre glask stummoù skrivet kozh testeniekaet, distagadurioù lec'hel, ha neuze dre reizhañ o skritur), ur roll eus ar c'humunioù hag ur meneger eus al lec'hiennoù touristel, kement hag un alc'hwez e 5 yezh (brezhoneg, galleg, saozneg, alamaneg, italianeg). Un oberenn dave diziouerus eo !
Urzhiañ

An Ofis Publik eo an aozadur daveiñ nemetañ
evit ar panelloù-hent divyezhek e Breizh. Kenlabourat
a ra a-dost gant an embregerezhioù panellerezh,
renerezhioù hentoù-departamant Penn-ar-Bed
hag Aodoù-an-Arvor, ha gant kement tolpad kêrel
ha kumuniezh tolpadoù kêrel eus Breizh
a c'houlenn.
Labourat gant an Ofis Publik a warant e vo graet war-dro
ho koulenn gant ur servij a-zoare ha zo en e garg, ouzhpenn
studiañ an anvioù-lec'h ha treiñ,
hoc'h aliañ evit a sell ouzh doare kinnig al
labour, adlenn ar gobarioù a-raok ma vo savet
ar panelloù, ha diellañ an holl roadennoù
a denn d'an divyezhegezh war an hentoù e Breizh
abaoe un ugent vloaz bennak. Abalamour d'e skiant-prenet
war an dachenn-se e vez goulennet kuzul ingal digant
an Ofis Publik gant aozadurioù damheñvel
e rannvroioù all eus ar C'hwec'hkorn.
Embannet en deus an Ofis Publik un teul diwar-benn ar
panellerezh-hent
ma kaver reolennoù ha teknikoù an dachenn,
asambles gant skouerioù hag ar menegoù
implijetañ.

Diwar goulenn an tiez-kêr dreist-holl, ha da-geñver
nevezerezh panelloù ar c'hêriadennoù
peurliesañ, e vez graet studiadennoù lec'hanvadurezh
gant an Ofis Publik. Anv zo da reizhañ skritur
anvioù-lec'h Breizh, hag int bet distummet kalz
betek nevez zo dre zigasted ar melestradurezhioù
dirak an danvez-se. Goude bezañ labouret war
an 8 kumun zo e Kumuniezh-kêr Brest, ha kumunioù
Kemper, Sant-Wazeg ha Pluguen ; emañ ar servij
o labourat war lec'hanvadurezh an 40 kumun a ya d'ober
tiriad Kevredigezh Luskañ Kornôg Kerne.
Ordinal e vez pedet Servij ar Glad Yezhel da gemer perzh e kendaeloù ha bodadoù-studi a bep seurt diwar-benn al lec'hanvadurezh. Penn-da-benn ar bloaz e tegouezh dezhañ aozañ prezegennoù war an argerzh skoueriekaat ar skritur en anvioù-lec'h Breizh. Mard oc'h dedennet, kit e darempred gant ar Servij war-eeun. Chom a ra kelaouet mat bepred, ha heuliañ al labourioù zo war ar stern en domanioù-se e broioù ha rannvroioù all eus Europa ha Norzh Amerika. Tennet e vez e evezh gant ar broioù divyezhek dreist-holl.
|