Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française
 
 
 
 
 
 
Gant Arsellva ar Brezhoneg e vez dastumet ha dielfennet roadennoù sokioyezhoniel, sevenet studioù ha kelaouet an dud hag ar re zo ar galloud divizout ganto diwar-benn stad bremañ ar brezhoneg. Ar benveg-se, ha n'en deus ket e bar e Breizh, a ro tu da gompren gwelloc'h al lusk tro-dro d’ar yezh en deiz a hiziv.

Skignet e vez ar roadennoù bet dastumet dre un danevell hollek ha teuliadoù tematek. An enklask-se a vez adlakaet war ar stern ingal. Reiñ a ra tu da sevel kinnigoù resis ha dereat a-benn lakaat politikerezhioù terkerezh yezhel e plas evit mad ar brezhoneg.

Respont a ra an Ofis da gement goulenn a denn da stad ar brezhoneg, ha pa zeufe eus an dud, eus an ensavadurioù, eus ar galloudoù foran pe eus ar mediaoù. Bep bloaz e ra war-dro ur c'hant goulenn bennak, a-berzh skolioù-meur europat a bep seurt pergen.

Danvezioù liesseurt

Un oberenn dave
 
 Labourioù kinniget


Dont e darempred :
lizheroù :
Ofis ar Brezhoneg
10, straed Naonediz
35000 ROAZHON
pellgomz : 02 23 44 04 33
pelleiler : 02 23 44 04 39
postel : Arsellva





Rapport sur l'état de la langue bretonne
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù