|
Ur benveg e servij an holl eo Ofis Publik
ar Brezhoneg. Evit se emañ war an dachenn,
krog-ouzh-krog gant ar gevredigezh. Dre e Ajañs
Diorren e c'hall labourat gant kevelerien niverus
ha skoulmañ liammoù a bouez bras
evit dazont ar brezhoneg.

Evit d'ar brezhoneg mont war-raok
plaen ha brav e ranker e wriziennañ en
holl gevrennoù eus ar gevredigezh, ha n'eo
ket ober war e dro war an dachenn sevenadurel
hepken. Setu he deus an Ajañs Diorren kefridi
da gas ar brezhoneg war-raok e kement domani zo.
|
|
| Ar
c'helenn d'an dud deuet |
|
|
Kuzul-rannvro Breizh en deus kefridiet an Ofis
Publik da aozañ koulzadoù evit kas
ar brezhoneg war-raok. Abaoe 2000 emañ
e Ajañs Diorren e karg eus ur c'houlzad
bloaziek zo e bal tizhout an oadourien. Evit se
e vez skignet skritelloù bras a-ratozh
evit an dud-se e rouedadoù ar c'humunioù
hag an departamantoù da-geñver pep
distro-skol, e pep lec'h e Breizh. An Ajañs
Diorren a gemer perzh ivez e koulzadoù
luskañ amañ hag ahont evel "Mizvezh
ar Brezhoneg" evit al levrioù brezhonek.
Kas ar brezhoneg war-raok a dalvez ivez bezañ
ingal er saloñsoù arbennikaet hag
er festivalioù. Kemer perzh a ra Ajañs
Diorren an Ofis Publik en "Emvod ar Gelted",
e saloñsoù studierien evel hini
"Azimut" e Brest pe e darvoudoù
bras evel "Brest 2008". Engouestlet
eo an Ofis Publik e diorren ar c'helenn divyezhek
ivez. Brudañ an hentad-se evit ma vo anavezet
gwelloc'h eo hor pal. Savet ez eus bet un teul
a-ratozh, "Kregiñ
gant ar vuhez diouzh ar gwellañ",
a skignomp en tiez-kêr, er magourioù
hag er skolioù.
|
|
| Dont e darempred : |
lizheroù :
Ofis publik ar Brezhoneg
17 straed Auvours
44000 Naoned |
| pellgomz : 02 51 82 48 36 |
| pelleiler : 02 40 89 02 79 |
| postel
: Diorren |
|
|
Ouzhpenn an oberiadennoù-se evit kas
ar brezhoneg war-raok, emañ an Ajañs
e karg eus ur c'houlzad zo e bal broudañ
an dud eus ar gevredigezh keodedel d'ober gant
ar brezhoneg. D'ar 5 a viz Here 2001 e oa bet
roet lañs d'ar c'houlzad « Ya d'ar
Brezhoneg ». Abaoe ez eus bet meur a gantad
a aozadurioù o tont da gaout an emglev
istorel-se, embregerezhioù evit an hanter
anezho. Pal "Ya d'ar Brezhoneg" eo
lakaat ar brezhoneg e-barzh mont en-dro pemdeziek
an aozadurioù. Setu e ra an Ajañs
war-dro ar sinerien hag o aliañ evit
kas o raktresoù da benn. Gant "Ya
d'ar Brezhoneg" ez eus bet graet araokadennoù
bras dija, ken war tachenn ar c'hehentiñ,
ar panellerezh, ken war hini ar stummadur micherel
e brezhoneg, hag ivez war tachennoù a
bouez bras evit dazont ar yezh (sportoù,
labour, mediaoù).

Gant an Ofis Publik e vez sinet ivez emglevioù
kenlabour hag aliañ diwar-benn ar politikerezh
yezhel gant kumunioù ha kuzulioù-departamant
niverus a-benn o skoazellañ e kement
domani zo (panellerezh,
troidigezhioù, lec'hanvadurezh, deskadurezh,
dudi) hag enframmañ pep ober en un argerzh
hollek evit diorren an divyezhegezh. E 2005
ez eus bet divizet gant Ofis Publik ar Brezhoneg
digeriñ ar c'houlzad-mañ d'ar
c'humunioù.

Kalz e pouez Ajañs Diorren
an Ofis Publik war frammañ kinnig ar
c'helenn divyezhek, dreist-holl er skolioù
kentañ derez, rak empleget eo an tiez-kêr
el live kelenn-se. Kuzulioù a ro d'an
dilennidi evit digeriñ klasoù
pe skolioù da zeskiñ brezhoneg
a-benn ma c'hello tud ar vugale dibab ar c'helenn
divyezhek..
|