Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
Troer emgefre
 
Diorroet eo raktres an troer emgefre gant Ofis ar Brezhoneg ha Prompsit Language engineering. Ul lodenn eus ar raktres Apertium kaset war-raok gant skol-veur Alacant e Spagn eo. Pal un troer emgefre n'eo ket kinnig ur skrid difazi a c'hallfe bezañ embannet evel m'emañ. Kentoc'h eo ar pal kinnig un droidigezh komprenus.
Kroget ez eus bet da labourat war an tu brezhoneg-galleg; diwezhatoc'h e vo tu da ouzhpennañ troidigezhioù eus ar brezhoneg war-du yezhoù all ivez. Ar gerioù merket gant un steredennig * dirazo n'int ket anavezet evit ar mare. Gallout a rit goulenn ma vefent ouzhpennet.
Mar fell deoc'h kaout un droidigezh eus ar gwellañ, kribit mat yezh an destenn a fell deoc'h treiñ. Seul vui e vo difazi ha tostoc'h ho skrid eus ar brezhoneg skrivet standard, seul welloc'h e vo an disoc'h. Diwallit eus ar fazioù reizhskrivañ eta. Skrivit ar gerioù en o hed, gant ar rannigoù-verb hag ar stummoù-verb klok (am eus, az poa). Diwallit : evit ar mare n'eo ket anavezet gant an troer stummoù amzer gourc'hemenn ar verboù (grit se, deuit amañ).
Bemdez e vez gwellaet an troer.

 

Merkañ ar gerioù dianav
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù