Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 

Bank anvioù-lec'h Servij Glad Yezhel an Ofis eo KerOfis. Bemdez e labour ar servij gantañ evit ober war-dro goulennoù ar strollegezhioù e Breizh (Panellerezh, troidigezhioù, studiadennoù-skoueriekaat). Hiviziken, nep a gar a c'hallo kavout e chomlec'h e brezhoneg pe kas enklaskoù war anvioù-lec'h Breizh evit netra.

 

  Doare enklask :
Darn eus an anv Anv klok
Anv-lec'h :
Kumun :
Rummad :
 
 
 • 23989 anv-lec'h en diaz evit poent
 • Diaz nevesaet dibaouez

Evit kement anv-lec'h e kaver e stumm reizh e brezhoneg da gentañ, anv ar gumun m'eo lec'hiet enni goude ha peseurt doare lec'h eo : ur gumun, ur gêriadenn, un hent, ur c'hoad...

Kavet e vo stummoù kozh an anv ivez, bet pennaouet e skridoù a bep seurt, diouzh ma vo anezho. Dav eo deomp reiñ da c'houzout da Yann enklasker koulskoude n'eo ket diwar ar stummoù kozh-se hepken e c'haller gouzout pehini eo ar stummoù reizh hiziv ha peseurt stummoù a veze implijet gant an dud gwezhall pa gomzent an eil gant egile. Tennet eo ar stummoù-se eus dornskridoù bet skrivet e galleg, pe e latin evit ar re goshañ anezho, testoù int eus un hengoun skrivañ melestradurel nemetken. Alies-kaer e c'halle bezañ disheñvel ar stummoù implijet gant an dud e gwirionez. Setu, pa vez skrivet un anv e latin pe e galleg er skridoù ne dalvez ket ne rae ket an dud gant an anv brezhonek pa gomzent an eil ouzh egile, evel-just. Hag a-wezhioù e kaver anvioù brezhonek miret en o stumm kozh-kozh pa oa emdroet mat ar yezh pell a oa. Koulskoude, talvoudus-tre e chom ar stummoù-se evit diskuliañ etimologiezh an anvioù dre vras.

Unan eus ar perzhioù dibar all a zo gant ar benveg-mañ evelkent eo an displegadennoù etimologel kinniget evit ul lodenn vat eus an anvioù zo en diaz. Dielfennet pizh pe bishoc'h eo an elfennoù a ya da ober an anvioù.

Kavet e vo ivez e KerOfis stummoù brezhonek an anvioù n'int ket brezhonek a orin evel an anvioù-lec'h estren (da skouer : an Andoù, an Nil, h.a.) hag an anvioù melestradurel a-vremañ (broioù, kumuniezhioù-kumunioù...).

Mat da c'houzout :
- Evit poent ne vo ket kavet amañ an distagadurioù bet digant ar vrezhonegerien a-vihanik abalamour da skoilhoù teknikel ha d'ar c'houst. Ne vo ket kavet kennebeut ar stummoù testeniekaet er skridoù brezhonek zo e diaz labour ar servij, daoust pegen pouezus e c'hallont bezañ evit skoueriekaat skritur an anvioù-lec'h. Anv anezho a vez graet en displegadennoù etimologel gwezh a vez.
- A-wezhioù e vez kaset al lenner da welet un anv-lec'h all a-benn kaout displegadennoù resisoc'h war elfenn pe elfenn : an anv-lec'h a vez dav mont da glask titouroù ouzhpenn zo dalc'hmat en hevelep kumun hag an hini displeget, nemet ha meneget e vefe mont da welet e lec'h all.
- Savet eo bet an diaz titouroù-mañ evit mont en dro gant ar merdeer digoust Mozilla Firefox.
Skoilhoù teknikel a c'hellfe degas sinoù direizh, e plas an arouezennoù arbennik, e displegadennoù zo a-wezhioù.
Maget ha nevesaet e vez an diaz-mañ bemdez a-feur ma ya labourioù ar servij war-raok.

Mont e darempred gant ar Servij Glad Yezhel evit gouzout hiroc'h.

 
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù