Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
 

Ur gefridi servij publik zo gant Ofis Publik ar Brezhoneg. Ur statud kevredigezhel zo dezhañ hervez ar gwir. Dre se ez a en-dro evel nep kevredigezh, gant izili oberiant, ur c'huzul merañ hag ur burev. Abaoe m'eo bet krouet emañ an itron Lena Louarn en e benn.

Lena Louarn, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.


 
Da bellgargañ
Restr PDF

Statudoù an Ofis Publik



  Kuzul-merañ
  Izili Kuzul Skiantel
  Ar skipailh-pad
   


  Renet eo an Ofis Publik gant ur rener, Fulup Jakez (a-gleiz), hag ur rener skiantel, Olier ar Mogn (a-zehou).


Ar brezhoneg eo ar yezh labour en Ofis Publik.

An Ofis Publik diwar un nebeud sifroù (2010)

•  22 goprad
•  5 kreizenn
•  2 bol
•  5 servij
•  Ur budjed a 1.100.000 a euroioù

Ofis Publik ar Brezhoneg zo ezel eus meur a aozadur ofisiel ivez :

•  Kuzul-akademiezh ar yezhoù rannvro (Akademiezhioù Roazhon ha Naoned)
•  Poellgor-rannvro al Levrioù e Breizh(Rannvro Breizh)
•  Bodad sevenadur ar SIFKOB
(Strollad Interest Foran Kornôg Kreiz-Breizh)
•  Kuzul USE (Unvez Stummañ hag Enklask) ar Yezhoù, skol-veur Roazhon II
•  Kengor kuzuliañ war ar vreizhadelezh e kêr Roazhon
   
 
Ouzhpenn-se eo ezel Ofis Publik ar Brezhoneg eus bodadoù trakêr niverus zo o fal diorren an divyezhegezh brezhoneg-galleg.
   



Kuzul-merañ an Ofis Publik



Izili Kuzul Skiantel an Ofis Publik



Ar skipailh-pad

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn