Er fichennoù da-heul e vo kavet ganeoc'h un nebeud skouerioù eus ar pezh a c'hell bezañ graet a-benn lakaat ar brezhoneg en ho mont en-dro pemdeziek en un doare naturel. Ne goust ket ker, n'eo ket diaes ha spletus eo ouzhpenn.
N'int nemet un nebeud skouerioù evel-just met dalc'hit soñj n'eus ket a zivizoù « bihan ». Talvoudus e vo kement tra a vo graet ganeoc'h : kregiñ ganti ha mont war-raok tamm-ha-tamm eo ar pep pouezusañ.
| |
Diskrivadenn
Lakaat an divyezhegezh war wel en ho endro pemdeziek dre ur c'hit panellerezh brezhoneg/galleg.
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ur c'hit pegsunioù divyezhek graet ha tout a zo kinniget deoc'h gant an Ofis :
| |
Bountit / Sachit (evit an dorioù)
|
| |
Degemer |
| |
Sekretouriezh |
| |
Sal-c'hortoz |
| |
Privez (talvoudus-kenañ evit ar pretioù) |
| |
Sal-emvod |
| |
Privezioù |
Koust
Izel (1 euro eo priz pep pegsun)
Splet an diskoulm-mañ
Ne vez ket aes bepred d’ar genwerzhourien ha d’an artizaned o deus c’hoant kas ar brezhoneg war-raok nevesaat o fanelloù, rak ker e koust. Gant ar rummad pegsunioù-mañ e c’hellint aes lakaat brezhoneg war wel, a-raok mont pelloc'h ganti.
Evezh zo bet taolet gant an Ofis ouzh kalite ar pegsunioù evit ma c’hellfent bezañ lakaet er-maez.
|
| |
|
| |
Diskrivadenn
| |
Pe implijout an eil tu eus ho kartennoù evit lakaat un eil yezh war wel |
| |
Pe implijout an div yezh ouzh ar memes tu |
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servijoù Treiñ ha Termenadurezh a raio war-dro lakaat menegoù ho kartennoù e brezhoneg. Ar servij Gald Yezhel a bledo gant ho chomlec'h.
Koust
Netra pe dost, ma tivizot divyezhekaat ho kartennoù pa vo echu ganeoc’h ho perniad kartennoù e galleg.
Splet an diskoulm-mañ
Ur skor a vez implijet evit mont davet tud all eo ar c'hartennoù bizit. Pouezus eo evit skignañ ar yezh eta. Pilpatrom an divizoù « bihan » eo divyezhekaat e gartennoù bizit : ne goust ket ker, ken bihan e seblant bezañ ma ne soñjer ket en diskoulm-se, aes-tre d'ober...met spletus-tre evit brudañ ar yezh e pep lec'h ! |
| |
|
| |
Diskrivadenn
Ho taveoù e brezhoneg hag e galleg :
| |
War ho paper-lizhiri |
| |
War ho pelleilennoù |
| |
War ho koloioù-lizher |
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servijoù Treiñ ha Termenadurezh a raio war-dro lakaat menegoù ho paper-lizhiri e brezhoneg.
Koust
Izel-tre ma tivizot ober se pa vo echu ganeoc’h ho perniad paper-lizhiri, pelleilennoù pe goloioù-lizher rak ret e vo adembann anezho e galleg... pe en div yezh !
Splet an diskoulm-mañ
Skignañ ar brezhoneg a-vras eo an diskoulm-mañ.
Lakaat a ra brezhoneg da vat en ho mont en-dro reizh ha pemdeziek.
|
| |
|
| |
Diskrivadenn
Lakaat war wel war ho tikedi menegoù evel :
| |
Daveoù ho stal |
| |
"Degemer mat / Bienvenue" |
| |
"Kenavo ur wech all / Au revoir et à bientôt" |
| |
"Trugarez evit ho pizit / Merci de votre visite" |
| |
"Da vezañ paeet / A payer" |
| |
"Roet en-dro / Rendu" |
| |
"Kementad-priz / Quantité-prix"... |
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servijoù Treiñ ha Termenadurezh a raio war-dro lakaat menegoù ho tikedi e brezhoneg.
Koust
Hini ebet
Splet an diskoulm-mañ
Skignañ ar brezhoneg a-vras-kenañ eo an diskoulm-mañ.
|
| |
|
| |
Diskrivadenn
Alies e vez klevet ur yezh all (ar saozneg alies) pa ya ur responter en-dro pe pa vezer lakaet da c'hortoz (pell alies-kaer!)
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servij Treiñ / Aliañ a droio deoc'h ho kemennadenn e brezhoneg ivez.
Ma n'oc'h ket brezhoneger pe ma n'eus brezhoneger ebet tro-dro deoc'h e c’hellot bezañ sikouret gant Ajañs Diorren an Ofis.
Koust
Hini ebet
Splet an diskoulm-mañ
Skignañ ar brezhoneg a-vras-kenañ hag er bed a-bezh zoken eo an diskoulm-mañ.
|
| |
|
| |
Diskrivadenn :
| |
Pe implijout an eil tu eus ho seier a-benn lakaat un eil yezh war wel |
| |
Pe implijout an div yezh ouzh an daou du |
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servijoù Treiñ ha Termenadurezh a raio war-dro lakaat menegoù ho seier e brezhoneg.
Koust
Frejoù moullañ an eil tu eus ho seier ma ne veze ket graet betek-henn. Mod all, ma oa moullet an daou du ganeoc'h c'hoazh, ned aio ket da wall ger an divyezhekaat.
Splet an diskoulm-mañ
Ur mod-brudañ dispar eo ar seier.
Gant ho pratikoù ez aio ho seier divyezhek da vale kêr ha drezo e vo gwelet brezhoneg un tamm e pep lec'h.
|
| |
|
| |
Diskrivadenn
Un dra ret-mat eo ar serviedennoù paper er pretioù. Menegoù e brezhoneg a c’hello bezañ moullet warno evel :
| |
Daveoù ho preti |
| |
Gerioù diazez e brezhoneg “Demat, Degemer mat, taol, asied, kalon digor...” |
| |
Anvioù kêrioù pe departamantoù Breizh |
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servijoù Treiñ ha Termenadurezh a raio war-dro lakaat menegoù ho serviedennoù e brezhoneg.
Koust
Nebeut a dra ma vez graet pa vo echu ganeoc’h ho perniad serviedennoù.
Splet an diskoulm-mañ
Berzh a ra seurt servidennoù : da c’hortoz o meuz e vo laouen ho pratikoù o teskiñ an nebeud gerioù brezhoneg a gavint war o serviedennoù. An tu gwashañ eus seurt oberoù eo ez aio ho serviedennoù gant ho pratikoù a-dra-sur !
Un doare all : setoù taol.
|
| |
|
| |
Diskrivadenn
Moullañ war ho fakturennoù menegoù evel :
| |
Anv ha chomlec’h ho stal, |
| |
« Fakturenn niv. / Facture n° » |
| |
« Kementad-priz / Quantité-prix » |
| |
« Kod / Code » |
| |
« Sammad / Total »... |
Ar pezh a c'hell bezañ degaset deoc'h gant an Ofis
Ar servijoù Treiñ ha Termenadurezh a raio war-dro lakaat menegoù ho fakturennoù e brezhoneg. Ar servij Gald Yezhel a bledo gant ho chomlec'h.
Koust
Netra
Splet an diskoulm-mañ
Skignañ ar brezhoneg a-vras eo an diskoulm-mañ.
|