| |
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
 |
Bezañ ezel |
|
|
|
|
 |
|
| |
|
 |
| |
Meur a zoare a zo da gemer perzh e buhez Ofis ar Brezhoneg. Mont da ezel eo an hini eeunañ avat. Kelaouet ingal e vez an holl izili eus an oberoù pe ar raktresoù war ar stern rak kemer perzh enno e meur a du a c’hellont ober. Diouzh ar pezh a zedenn anezho e c’hellont mont gant labourioù pep servij : glad, termenadurezh, brudañ ar yezh, treiñ, emzalc’hioù sokioyezhoniel.
Kreñvaat un aozadur a vicher a zo e servij an holl yezherien e pep lec'h e Breizh a rit dre emezelañ ouzh Ofis ar Brezhoneg. Ret eo gouzout ez eo estreget un emouestl hiniennel (a zo diouzh amzer dieub pep hini). Bezañ ezel a dalvez da gentañ diskouez pegen pouezus eo deoc'h dazont ar brezhoneg. Ha da eil ez eo skoazellañ ur framm gouestlet penn da benn da virout ha diorren glad yezhel Breizh.
|
|
 |
Ouzhpenn se, hoc’h emezeladur a roio tu deoc’h :
| • |
Da gemer perzh e raktresoù liesseurt :
| – |
Danevelloù ha diagnostikoù an Arsellva |
| – |
Labourioù war an anvioù-lec'h hag an dastum kaset gant servij ar Glad Yezhel |
| – |
Sevel geriaouegi Termbret |
| – |
Labourioù ar servij Treiñ-Aliañ |
| – |
Skoazellañ da gas tro-dro deoc'h koulzadoù brudañ an Ajañs Diorren... |
|
| |
|
| • |
Da gemer perzh e degouezhioù dibar evit dazont ar brezhoneg :
| – |
Kinnig ar gartenn-hent 1añ eus Breizh e brezhoneg |
| – |
Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg |
| – |
Ya d'ar Brezhoneg... |
|
| |
|
| • |
Da vezañ kelaouet ingal gant :
| – |
« Keleier Ofis ar Brezhoneg », un dibab pennadoù (embannet 5 gwech ar bloaz) |
| – |
« Da Lenn », lizher-kelaouiñ an Ofis (embannet 4 gwech ar bloaz)... |
|
| |
|
|
|
|