|
|
| |
 |
| Diwar an tachennoù labour amañ da-heul en deus frammet Ofis ar Brezhoneg e 5 servij : |
| |
|
 |
| |
1) Anavezout
stad ar brezhoneg diouzh ar gwellañ
Gant Arsellva ar Brezhoneg e vez dastumet ha dielfennet an holl roadennoù sokioyezhoniel a denn d'ar brezhoneg. Diwar an dielfennadurioù-se e c'haller didermenañ en un doare sklaeroc'h stad ar brezhoneg (niver ar gomzerien, pleustr ar yezh er gevredigezh...) hervez ar gennadoù obererezh hag an tiriadoù. Diazezet eo labourioù an Arsellva war ar brezhoneg evel m'emañ evit gwir en deiz a hiziv. Mont a raint d'ober ar sichenn ret-holl evit lakaat e plas oberoù efedus e-sell diorren ar brezhoneg.
2) Talvoudekaat glad yezhel Breizh
 |
| Anvioù-lec’h reizhet |
Lodek e pinvidigezh yezhel ar bed eo glad ar brezhoneg, dre skrid pe dre gomz. Gant stad ar brezhoneg hiziv an deiz emañ ar glad-se en arvar, daoust ma’z eus ur goulenn kreñv er gevredigezh evit ma vefe miret ha talvoudekaet. Servij Glad Yezhel an Ofis a emell peurliesañ (ha n'eo ket hepmuiken) eus ar reizhekaat anvioù-lec'h hag anvioù-tud e brezhoneg. Kenlabourat a ra gant an tiez-kêr hag ober enklaskoù war an dachenn a-benn skoueriekaat skritur an anvioù-lec'h. E 2004 eo bet embannet gant an Ofis ar gartenn-hent kentañ eus Breizh e brezhoneg. |
|
 |
| Un danevell dave |
| |
|
|
|
| |
|
|
| |
3) Treiñ hag aliañ
Niverus-kenañ eo ar goulennoù treiñ a denn d'ar brezhoneg. Evit bezañ e-tailh da respont d’ar goulenn, ha diouzh ar gefridi zo bet fiziet en Ofis a-benn diorren ar brezhoneg, e ra ar servij Treiñ-Aliañ war-dro ar goulennoù treiñ galleg-brezhoneg. Forzh peseurt skrid a c'hall bezañ troet gantañ, nemet ne ra ket war-dro skridoù lennegel. Labourat a ra war lec'hiennoù Internet ivez pe war skorioù kehentiñ all, panellerezh hag all. Gant ar servij-se e vo aliet ivez kement den pe aozadur en deus c'hoant da lakaat e plas un divyezhegezh a-zoare.
4) Skignañ ar c'heriaoueg rekis evit implij ar brezhoneg er vuhez a-vremañ
 |
| Geriaoueg |
TermBret, Kreizenn Dermenadurezh an Ofis, a ra war-dro geriaoueg ar yezh. Pouezus eo reiñ tu d'ar vrezhonegerien da implijout o yezh en holl doareoù ar vuhez vodern. Ur labour skoueriekaat a vez sevenet gant TermBret eta, d'ar brezhoneg da vezañ implijet e kement tachenn nevez a zigor dirazañ. Geriaouegoù arbennikaet niverus, anezho frouezh ul labour a-stroll, a vez embannet bep bloaz gant TermBret.
5) Difraostañ tachennoù nevez d'ar brezhoneg
An Ajañs Diorren a ro tu d'an Ofis da skoulmañ liammoù gant kevredigezh Breizh en he fezh. He labour eo mont davet kevelerien (aozadurioù pe hiniennoù) o deus c'hoant da seveniñ raktresoù e brezhoneg, pe douget dezhañ, ha nad afent ket e darempred ganimp eus o fenn o-unan. Gant ar c'houlzad « Ya d'ar Brezhoneg » e vez lakaet e pleustr al labour diorren ar brezhoneg er gevredigezh. Digor eo ar c'houlzad-se d'ar c'humunioù hiviziken, gant ar memes deltu da lakaat da wir un emsav douget d'ar brezhoneg. Gant an Ajañs Diorren e vez kenurzhiet ivez ar c'houlzad bloaziek zo e bal reiñ lusk d'ar c'hentelioù brezhoneg evit an oadourien. Diwar goulenn Kuzul-rannvro Breizh e aoz ivez Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg. |
|
 |
| Teul kelaouiñ e brezhoneg. |
 |
| Ya d'ar Brezhoneg, emglev an XXIvet kantved |
|
|
|
|