|
|
| |
|
 |
| |
ar brezhoneg, ur yezh keltiek
| |
Ur yezh keltiek eo ar brezhoneg, kar d'ar c'herneveg, eus Kerne-Veur, ha d'ar c'hembraeg, a gaozeer e Kembre. En Henamzer e oa pobladoù keltiek o vevañ en Arvorig. Diazezet e oant eno abaoe ar Vvet kantved a-raok J.K. ha kaozeal a raent galianeg. Bev e chomo o yezh betek dibenn an impalaeriezh roman, mui pe vui. Met d'ar mare-se e oa romanekaet-mat ar vro dija.
|
|
| |
|
|
Dibenn ar Vvet kantved |
E dibenn an impalaeriezh roman ez erruas enbroidi eus kornôg ha mervent Enez Vreizh hag adkeltiekaet e vo Arvorig ganto. Dont a rejont a-dreuz Mor Breizh, a niveroù bras, evit en em staliañ el ledenez a voe anvet Breizh hiviziken.
Ar yezh kozh anvet predeneg, a gomzed en Enez Vreizh, en em astennas el ledenez ivez hag en em rannañ a reas neuze e tri skourr : ar c'hembraeg hag ar c'herneveg e kornôg hag e mervent an enezenn hag ar brezhoneg e-unan war an douar-bras. Yezh an amzer-hont, an henvrezhoneg, a anavezer dre spisc'herioù, da lavaret eo gerioù brezhonek skrivet er marz war dornskridoù latin, pe dre anvioù-tud kavet e skridoù an iliz, evel da skouer e diellevr Redon (dastumad aktaoù a sav ar re goshañ anezho da zibenn an VIIIvet kantved hag ar re nevesañ da zeroù an XIIvet kantved).
Gant an enbroidi e voe treuzfurmet Arvorig da vat. Roet o deus d'al lec'hioù annezet ganto anvioù brezhonek liesseurt savet diwar elfennoù evel : plou (parrez) en anv Plouzane, gwik (kreizenn ar barrez) en anv Gwimilio, lann (peniti, manati) en anv Lannuon, tre pe trev (lec'h annezet ha labouret, karter, lodenn eus ur barrez) en anv Tregastell, lez (lec'h annez ur roue, un aotrou) en anv Lesneven, bod (lec'h annez) en anv Bodsorc’hel… |
|
Goude al lanv, an tre
IXvet kantved |
En IXvet kantved e oa ar Stad krouet gant ar Vrezhoned divroet e barr he nerzh. Staliet e voe kêr-benn ar rouantelezh e reter ar vro, en un takad na oa ket bet gwall vrezhonekaet. Tamm ha tamm e kollas ar brezhoneg eus e bouez, ken e renkadoù uhelañ ar gevredigezh, ken e reter ar vro. Gant an uhelidi e voe dibabet ar romaneg, diwar-goust ar brezhoneg. Kilañ a reas ar brezhoneg war an dachenn ivez, eus ar reter d'ar c'hornôg, ha tri zachad a c'halled diforc'hañ d'ar mare-hont el ledenez :
Er reter pellañ, Brittania Romana, ar vro ma oa ur bihanniver eus ar Vrezhoned ha ma'z eas ar brezhoneg da get buan a-walc'h ;
Er c'hornôg d'ul linenn Sant-Brieg / Sant-Nazer, Brittania Celtica, ar vro ma oa ar brezhoneg yezh ar muiañ-niver ;
E-kreiz, un takad mesket, ma veze kaozeet an div yezh, brezhoneg ha romaneg, ha ma'z eas an trec'h gant ar romaneg a-benn ar fin.
|
|
| |
|
|
XIIvet betek ar XVIIvet kantved |
Goude an henvrezhoneg (stad ar yezh etre an VIIvet hag an XIIvet kantved) e voe mare ar c'hrennvrezhoneg (etre an XIIvet hag ar XVIIvet kantved). Da vare an henvrezhoneg e rae an uhelidi, an aotrouien gant ar brezhoneg ; hogen ar c'hrennvrezhoneg a veze implijet kentoc'h e skridoù relijiel, pezhioù-c'hoari an darn vrasañ anezho. Da neuze e oa deuet ar brezhoneg da vezañ distag diouzh ar c'hembraeg ha disheñvelik e oa diouzh ar c'herneveg.
|
|
| |
|
|
XVIvet kantved |
Er XVIvet kantved e voe stabilaet ar vevenn etre an div yezh a-hed ul linenn Norzh-Su a yae tamm pe damm eus Sant-Brieg da Sant-Nazer. Difiñv pe dost e chomas ar vevenn-se, betek an XXvet kantved. E reter ar vro, e Breizh-Uhel, e oa tachenn ar yezh oïl, gant ar gallaoueg. Er c'hornôg e oa mestr ar c'heltieg, gant ar brezhoneg.
|
|
| |
|
|
Hiziv an deiz |
N'eo ket ken pouezus ar vevenn-se : ar galleg unvan zo en em ledet e pep lec'h hag ar brezhoneg zo deuet da vezañ un arouez hevelebiezh evit an holl Vretoned. |
|
Eus ar Grennamzer betek bremañ
XVIvet kantved |
Gant unvanidigezh Breizh ha Bro-C'hall e 1532, ne voe ket kemmet stad ar brezhoneg. Ha pa ne vije ket komzet ken gant an uhelidi, e talc'he ar brezhoneg da vezañ yezh an darn vrasañ eus annezidi al lodenn gornôg eus Breizh, ha se betek deroù an XXvet kantved.
|
|
| |
|
|
XVIvet betek an XIXvet kantved
|
Met ur yezh vroadel hepken a felle d'ar pennadurezhioù kreiz kaout e Frañs, ar galleg. Gwelet a reer splann an dra-se adalek skrid-embann roueel Villers-Cotterêt e 1539 pe c'hoazh da vare an Dispac'h : en o frezegennoù entanet dirak ar Vodadenn e tiskleir Barrère pe an aotrou Grégoire ez eo ar "brezhoneg-izel" yezh ar "brizhkredennoù" hag an "enep-Dispac'h". Gant an dud dre vras e vez sellet ouzh ar brezhoneg, neuze, evel yezh ar re baour ha dizesk. Er XIXvet kantved, pa voe lakaet war-sav ur rouedad skolioù evit an holl, ne voe ket roet plas enno d'ar brezhoneg, hag en hevelep doare ne veze ket roet digor da yezh ar vro en tachennoù all eus ar vuhez foran. Gwarezet eo ar galleg gant al lezennoù met ar brezhoneg n'eus ket anezhañ evit an testennoù-se.
|
|
| |
|
|
XXvet kantved |
Koll brud a reas ar brezhoneg, evit a bep seurt abegoù, abegoù politikel, psikologel, sokioyezhoniel hag armerzhel, ha dre se e paouezas da vezañ desket d'ar vugale er familhoù, er bloavezhioù 1950. Diskouezet o deus un nebeud enklaskoù, graet nevez zo gant an EBSSA, gant skolveuridi pe gant sokiologourien, penaos e c'hoarvezas an troc'h er familhoù, war tri rummad tud.
Daoust m'o deus kalz Bretoned dilezet o yezh, pa ne dalveze da netra ken er gevredigezh, eo cheñchet an doare m'o deus an dud da sellet ouzh ar brezhoneg. Hiziv ez eus gant kalz tud ur c'hoant kreñv da zerc'hel bev ar yezh. Er c'henarroud-se eo bet krouet Ofis ar Brezhoneg. |
|
Studi ar brezhoneg
VIIIvet |
Sevel a ra ar skridoù brezhonek koshañ da zibenn an VIIIvet kantved (un dornskrid mezegiezh, miret e e levraoueg Leiden, en Izelvroioù). Goude mare an henvrezhoneg e teuas hini ar c'hrennvrezhoneg (etre an XIIvet hag ar XVIIvet kantved) ha goude-se hini ar brezhoneg modern. E dibenn ar c'hrennvrezhoneg hag e deroù ar brezhoneg modern e voe embannet meur a c'heriadur hag a yezhadur. Ma ne oa ket mui ar brezhoneg yezh an uhelidi, e oa c'hoazh ur yezh studiet gant an dud desket.
|
|
| |
|
|
XVIvet betek ar XVIIvet kantved
|
E 1499 e voe embannet ar C'hatolikon, gant Yann Lagadeg, ar c'hentañ geriadur brezhoneg-galleg-latin. An Tad Maner, gant e yezhadur embannet e 1659, a zegasas kemmoù d'an doare da skrivañ ar brezhoneg pa zibabas notenniñ ar c'hemmadurioù e deroù ar gerioù ha pa ijinas ar skrivad "c'h" evit lakaat kemm gant ar "ch" er gerioù amprestet digant ar galleg. Ar geriadurioù hag ar yezhadurioù embannet gant Gregor a Rostrenenn pe Dom Le Pelletier en XVIIIvet kantved ha diwezhatoc'h labourioù ar Gonideg pe Kervarker en XIXvet kantved a roas stumm tamm-ha-tamm d'ar yezh skrivet unvan.
|
|
| |
|
|
XXvet kantved |

En XXvet kantved e voe kendalc'het da unvaniñ ha da vodernaat ar yezh, gant labourioù Frañsez Vallée ha re Roparz Hemon dreist-holl. E-pad an eil hanterenn eus an XXvet kantved e voe embannet un toullad labourioù geriadurezh : ur mell Geriadur Istorel ar brezhoneg gant Roparz Hemon, geriadurioù divyezhek galleg-brezhoneg (oberennoù ar Glev, Favereau) pe brezhoneg-saozneg (gant Delaporte), ha labourioù termenadurezh war meur a dachenn arbennik (korfadurezh, armerzh, hag all). E dibenn an XXvet kantved e teuas er-maez ar c'hentañ geriadur hollvrezhonek, frouezh ul labour a-stroll, ha goude-se un eil geriadur gant muioc'h a c'herioù, embannet o-daou gant An Here. |
|
Skrivañ e brezhoneg
XIvet betek ar XVIvet kantved |
Abred a-walc'h e paouezas an uhelidi d'ober gant ar brezhoneg (Hoel a Gernev e vije bet an dug diwezhañ o kaozeal brezhoneg, en XIvet kantved). Gant se n'o devoe ket an aozerien skridoù brezhonek harp diganto, evel m'o devoe barzhed Kembre er Grennamzer, da skouer. Sur a-walc'h ez eus bet tud o skrivañ e brezhoneg, barzhed a rae gant doareoù kemplezh ar c'hlotennoù diabarzh heñvel ouzh re ar c'hembraeg. Roudoù eus an doareoù-se da skrivañ a gaver er misterioù eus ar Grennamzer, anezho pezhioù-c'hoari relijiel skrivet gant gwerzennoù. E-touez ar skridoù anavezetañ eus ar mare-se e c'heller menegiñ an Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff (diviz etre Arzhur roue ar Vretoned ha Gwenc'hlan, 1450) pe c'hoazh ar Mirouer de la Mort (melezour ar marv, savet e 1519).
|
|
| |
|
|
XIXvet kantved
|
Ul lennegezh pobl dre gomz a oa ivez sur a-walc'h, met ne zeu war wel nemet adalek an XIXvet kantved. D'ar mare-se en em lakaas an dastumerien gentañ da zastum kanaouennoù ha kontadennoù.

En XIXvet kantved eta e voe embannet, da skouer, Barzaz Breiz, un dastumad kanaouennoù pobl, gant Kervarker, e 1849, pe kontadennoù pobl dastumet gant Fañch an Uhel. Kregiñ a rejod ivez da sevel skridoù e brezhoneg, evel Emgann Kergidu, istor emgannoù ar chouanted e Bro-Leon. En amzer-se, ha diwezhatoc'h, e voe adembannet meur a wech, ul levr a voe bras e levezon war ar vrezhonegerien, Buhez ar sent, ul levr a gont bemdez istor ur sant disheñvel hag a denn ur gentel gristen diwar e vuhez. Gwechall edo al levr-se e pep tiegezh pe dost ha lennet e veze bemnoz.
Er Grennamzer e oa unvan ar yezh skrivet er brezhonegva a-bezh. Kemer a reas meur a stumm, tamm-ha-tamm, hervez ar rannyezh a felle d'an dud skrivañ. Adunvaniñ ar stummoù yezh skrivet-se a voe graet nebeut-ha-nebeut ha ne voe echuet da vat nemet e-kreiz an XXvet kantved.
|
|
| |
|
|
XXvet kantved |
Derc'hel a reer koun eus anvioù Malmanche, evit ar c'hoariva, ha Kalloc'h, evit ar varzhoniezh, e deroù an XXvet kantved. Krouet e voe ar gelaouenn Gwalarn, e 1925, hag enni e voe embannet skridoù lennegel modern, danevelloù Jakez Riou pe romantoù Abeozen ha Youenn Drezen. Skridoù nevez a gavas bod er gelaouenn-se, hag int dianav e brezhoneg betek neuze. Goude an eil brezel bed, e voe savet ar gelaouenn lennegel Al Liamm da gemer lerc'h Gwalarn ha kenderc'hel da embann, gant kelaouennoù all (Brud, Brud Nevez...), oberennoù skrivagnerien nevez. E-pad an eil hanterernn eus an XXvet kantved, e voe embannet skridoù a bep seurt, da skouer danevelloù gant Ronan Huon, kontadennoù gant Per Jakez Helias pe c'hoazh barzhonegoù gant Anjela Duval. Un toullad oberennoù estren a voe troet e brezhoneg, skridoù gant Soljenytsin, Tolkien, E.A. Poe, Tchekhov… |
|
Stad ar brezhoneg hiziv
XIXvet hag
XXvet kantved |

Abaoe dibenn an XIXvet kantved ez eus bet graet meur a studiadenn war niver ar vrezhonegerien. Met al labourioù-se ne gemerent ket atav an hevelep diazezoù evit o studi hag evit gwir n'eus ket bet, betek-henn, un niveridigezh klok eus an holl vrezhonegerien. E deroù an XXvet kantved e soñjer e oa ouzhpenn ur milion a vrezhonegerien, da lavaret eo an holl dud a oa o chom e Breizh-Izel da neuze, koulz lavaret. Ar sontadegoù zo bet graet e-pad an ugent vloaz diwezhañ a ziskouez holl un digresk e niver ar vrezhonegerien. Graet e oa bet an enklask diwezhañ a-gevret gant niveridigezh hollek an dud, e miz Meurzh 1999, ha sifroù ofisiel a c'heller ober eus e zisoc'hoù : 263850 brezhoneger a oa bet kavet neuze. Diskouez a ra an enklask diwezhañ-se ar pezh a oa bet diskouezet gant ar re all a-raok : an troc'h yezh zo c'hoarvezet er familhoù war tri rummad tud, ar vrezhonegerien zo tud kozh ar braz anezho, ha war-dro 10 000 brezhoneger a varv bep bloaz.
Er mediaoù eo treut lodenn ar brezhoneg. War ar
chadenn skinwel publik France 3 Ouest e vez e tro da 100
eurvezh abadennoù brezhonek ar bloaz. Er skingomz
ez eus muioc'hik, met ar radioioù lec'hel dizalc'h
a skign eurvezhioù a vrezhoneg bemdez n'int ket
kreñv a-walc'h evit en em ziorren da vat.
Er skolioù kentañ hag eil derez e c'heller
kelenn brezhoneg, evel danvez, met kement-se ne vez graet
nemet evit un niver bihan eus skolidi Breizh (nebeutoc'h
eget 2%). Ar skolioù divyezhek brezhoneg-galleg
zo tri rummad anezho. Er skolioù Diwan, a oa bet
krouet e 1977, e reer skol e brezhoneg penn-da-benn, o
soubañ ar vugale er yezh. Meret eo ar skolioù-se
gant ur gevredigezh, hag ouzhpenn 3 000 bugel zo skoliet
enno e 2008, eus ar skol-vamm d'al lise. Daou hentad divyezhek
all zo, ma kelenner hanter-amzer e pep yezh, er skolioù
publik hag er skolioù katolik. Er c'hlasoù
divyezhek-se ez eus miliadoù a vugale ivez. En
tri rummad skolioù ez eus muioc'h eget 13000 skoliad
divyezhek e 2009, ha kreskiñ a ra o niver ingal
a vloaz da vloaz, met ar sifr-se ned a d'ober nemet un
tammig muioc'h eget 1,45% eus ar vugale zo e skolioù
Breizh.
Evit kemer yezhoù-rannvro Frañs e kont eo
bet kemmet ar vonreizh d'an 23 a viz Gouere 2008 hag ar
mellad 75-1 a embann bremañ : " Un tamm eus
glad Frañs eo ar yezhoù-rannvro. "
Evit poent ne zegas ket gwirioù pozitivel nevez
ar gemmadenn-se met reiñ a ra an tu da ginnig ul
lezenn evit ar yezhoù-rannvro. Evel m'eo bet degaset
da soñj gant an Délégation générale
à la langue française et aux langues de
France ha gant prefed ar Pireneoù-Atlantel e aotre
al lezennoù a vremañ implij ar yezhoù-rannvro
er vuhez foran. Embannet e brezhoneg e c'hall bezañ
holl aktaoù ofisiel ar strollegezhioù eta,
gant ma vo anezho e galleg. N'eus nemet ar menegoù
gallek o deus un dalvoudegezh e-keñver gwir met
aotreet eo implij ar brezhoneg ivez (marilh ar boblañs,
panellerezh, eurediñ
). Kement strollegezh
tiriadel pe framm prevez a c'hall dibab peseurt implij
en deus c'hoant ober eus ar brezhoneg. Ne vez ket atav
implijet a-walc'h ar gwir-se. Evit mont war-raok war an
dachenn-se e labour Ofis ar Brezhoneg gant kalz strollegezhioù
dija. Er par etrebroadel eo bet sinet Karta Europat ar
Yezhoù Rannvroel pe Minorel gant Frañs e
1999 daosut ma n'eo ket bet gwiriekaet c'hoazh. Mankout
a ra ur gwir statud ofisiel evit ar brezhoneg a anavezfe
e implij en aozadurioù ofisiel hag en darempredoù
kenwerzhel ha sokial evit mont er-maez eus strollad ar
yezhoù rummet gant an UNESCO e-touesk ar re en
arvar bras da vont da get.
|
|
|
|
| |
|
|
|