Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française
 
 
 
 
 
  Brittophone pe bretonnant ?
  Pegeit zo e vez komzet brezhoneg ?
  Eus pelec'h e teu ar brezhoneg ?
  Pegement a dud a gomz brezhoneg ?
  Petra eo ar ger Ker en anvioù-lec'h ?
  Da betra e servij ar skrivad zh ?
  Petra eo ar peurunvan ?
  Daoust hag un den hag a gomz brezhoneg a c'hall kompren unan all hag a gomz kembraeg ?
  Pet a vugale zo skoliataet en hentadoù divyezhek ?
  Pet a oadourien zo o teskiñ brezhoneg ?
  Pegoulz e oa bet digoret ar skol Diwan gentañ (skol divyezhek) ?
  « Ya d'ar Brezhoneg », petra eo ?
  Ha gallout a ran emezelañ en Ofis ar Brezhoneg ?
   
  Orogelloù
 
  Ur yezh komzet eo ar brezhoneg
  An dud a gomz brezhoneg n'int ket gouest d'en em gompren eus
an eil lec'h d'egile
  Brezhoneg chimik pe brezhoneg lennegel eo ar brezhoneg hiziv an deiz
  Morse n'eus bet komzet brezhoneg e Roazhon
   
 
     
 
Brittophone pe bretonnant ?

E galleg e vez implijet an daou dermen. Erbediñ a ra Ofis ar Brezhoneg implijout kentoc'h an termen "brittophone" pa reer anv eus brezhonegerien. Rak bez' e c'hall "bretonnant" bezañ dismegañsus hag ouzhpenn da se e tenn nebeutoc'h-nebeutañ d'ar yezh end-eeun (alies e vo lavaret diwar-benn un den pitilh gant sevenadur pe sonerezh Breizh "il est très bretonnant"). Un termen neptu eo "brittophone", evel ma vez kont gant « francophone », « anglophone », « lusophone », h.a.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Pegeit zo e vez komzet brezhoneg ?

Abaoe 1500 vloaz e vez komzet brezhoneg. D'ar mare-hont e oa deuet an divroidi vrezhon kentañ d'en em ziazezañ en Arvorig. Evit gwir ne c'haller ket lavaret eo bet ganet ar brezhoneg d'un deiz bennak rak deverañ a ra eus ar c'heltieg a veze komzet war Enez-Vreizh (Breizh-Veur hiziv an deiz), hag eñ tostik-tost d'ar c'heltieg a veze komzet war kevandir Europa e-pad an Henamzer. Kar tost eo d'ar galianeg. Setu eo koshoc'h ar brezhoneg eget kalz yezhoù all eus Europa evel ar saozneg, ar spagnoleg pe ar galleg da skouer.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Eus pelec'h e teu ar brezhoneg ?

Eus Breizh-Veur e teu ar brezhoneg.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Pegement a dud a gomz brezhoneg ?

Hervez sifroù diwezhañ an EBSSA (bet diwar ur roll-goulennoù a oa bet roet da familhoù zo da-geñver niveradeg 1999), e vefe 263.850 a gomzerien en tu-hont da 20 vloaz e Breizh+, da lavaret eo 8,5% eus ar boblañs.
E Penn-ar-Bed emañ ar muiañ-niver eus ar gomzerien : 20% eus ar boblañs a oar brezhoneg, hag en departamant-se end-eeun en em gav 50% eus ar vrezhonegerien.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Petra eo ar ger Ker en anvioù-lec'h ?

Ker d a verk ul lec'h annezet, ur gêriadenn. Miliadoù a anvioù-lec'h e Breizh zo bet savet war-bouez ar ger-se..
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Da betra e servij ar skrivad zh ?

Un arouezennig hebleustr eo ar zh. Ganti e c'haller kaout ur skritur hepken evit daou zistagadur, rak hervez al lec'hioù e c'hall ar ger brezhoneg, da skouer, bezañ distaget brezoneg pe brehoneg. Berzh bras he deus graet an arouezenn-se, ken e talvez da aroueziañ Breizh hag ar brezhoneg peogwir he c'haver war ar pegsunioù hollvrudet "Bzh", ur berradur eus Breizh anavezet gant an holl bremañ.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Petra eo ar peurunvan ?

"Peurunvan" eo anv ar reizhskrivadur brezhonek modern unvan. Talvezout a ra kement hag "unvan da vat". Reizhiadoù reizhskrivadur all zo bet kinniget nemet ar peurunvan zo bet degemeret gant ar muianiver evel reizhiad reizhskrivadur boutin. Implijet e vez er skolioù divyezhek, en aozadurioù kelenn evit an oadourien, hag er vuhez foran pergen.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Daoust hag un den hag a gomz brezhoneg a c'hall kompren unan all hag a gomz kembraeg ?

Ne c'hall ket. Div yezh kar eo ar brezhoneg hag ar c'hembraeg. Stag int o-div ouzh skourr predenek ar yezhoù keltiek ha meur a berzh boutin zo etrezo a-fet yezhadur ha geriaoueg diazez. Abaoe an Xvet kantved avat, n'eus ket tu ken d'ur brezhoneger ha d'ur c'hembraeger d'en em gompren.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Pet a vugale zo skoliataet en hentadoù divyezhek ?

D'an distro-skol 2007 e oa 11756 a vugale skoliataet en hentadoù divyezhek brezhoneg-galleg (hanter-hanter pe dre soubidigezh). Kement-se a ya d'ober un tammig muioc'h eget 1% eus niver ar vugale skoliataet e Breizh.
Ur c'hresk a 6% zo bet e-keñver ar bloaz a-raok.
E Gwened emañ ar muiañ a vugale skoliataet en hentadoù divyezhek. War he lerc'h e teu Roazhon, Kemper, Lannuon, Karaez, Lanniliz, Lesneven ha naoned. E pep hini eus ar 8

kêr-se ez eus muioc'h eget 300 skoliad.

   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Pet a oadourien zo o teskiñ brezhoneg ?

Diwar an enklaskoù bet kaset da benn gant an Arsellva e c'haller brasjediñ ez eus un tammig muioc'h eget 3000 a oadourien zo o teskiñ brezhoneg er c'hentelioù-noz, stajoù a vez heuliet gant 1100, ha 400 zo o teskiñ dre lizher. E Roazhon (kêr ar studierien anezhi) e vez muioc'h a dud o vont d'ar c'hentelioù-noz eget e nep kêr all eus Breizh.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Pegoulz e oa bet digoret ar skol Diwan gentañ (skol divyezhek) ?

E 1977 e oa bet digoret ar skol Diwan gentañ e Gwitalmeze (Penn-ar-Bed). Hiziv an deiz ez eus 33 skol Diwan evit ar c'hentañ derez, 5 skolaj (an hini kentañ o vezañ bet digoret e 1988) hag 1 lise (digoret e 1999). E 2004 eo bet digoret ar skol divyezhek brezhoneg-galleg kentañ er-maez eus Breizh, e Pariz. Evel-se eo deuet ar brezhoneg da vezañ ar yezh vihan kentañ e Frañs oc'h astenn en tu-all d'he ziriad.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

« Ya d'ar Brezhoneg », petra eo ?

Ur c'houlzad ha zo bet roet lañs dezhañ gant an Ofis d'ar 5 a viz Here 2001 eo « Ya d'ar Brezhoneg ». Diouzh ar sontadegoù a ziskouez pegen stag eo ar Vretoned ouzh o yezh (en tu-hont da 90%), en deus divizet an Ofis reiñ lañs d'ur c'houlzad miret d'an obererien gevredigezhel da gentañ. Ar pal zo lakaat aozadurioù da sinañ un emglev ma prometont kas oberoù fetis douget evit ar brezhoneg kement ha ma c'hallont. An Ofis a skoazell ar sinerien da seveniñ o fromesa ha d'e lakaat e pleustr. Berzh bras en deus graet ar c'houlzad-se diouzhtu, er gennad armerzhel pergen (a ya d'ober 50% eus ar sinerien). Bremañ eo bet astennet ar c'houlzad-se war-du ar c'humunioù dre ar garta « Ya d'ar Brezhoneg ».
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Ha gallout a ran emezelañ en Ofis ar Brezhoneg ?

Ya 'vat. Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo an Ofis. Ober a ra gant ar brezhoneg da yezh labour. Gallout a rit emezelañ en Ofis ar Brezhoneg evit kemer perzh el labourioù kaset gant servijoù an Ofis pe evit diskouez end-eeun ho peus c'hoant da skoazellañ un aozadur ha zo e bal diorren ar brezhoneg er vuhez foran. Ingal e vez kaset keloù eus obererezhioù an Ofis da bep ezel, dre « Keleier Ofis ar Brezhoneg », un dibab pennadoù diwar-benn an nevezentioù a denn d'ar brezhoneg hag ivez dre « Da Lenn », lizher kelaouiñ an Ofis.
   
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 

Orogelloù

Ur yezh komzet eo ar brezhoneg

Yezhoù komzet eo an holl yezhoù, ha yezhoù marv eo ar re n'int ket. Kement-se lavaret ez eus gant ar brezhoneg un hengoun skrivet pinvidik a-walc'h. Ken abred hag en VIIIvet kantved e kaver roud eus an destenn vrezhonek kentañ, tost d'ur c'hantved a-raok an destenn c'hallek kentañ. Biskoazh abaoe ar c'houlz-se n'en deus paouezet ar brezhoneg da vezañ skrivet tamm pe damm. Ul lennegezh vodern zo anezhi e brezhoneg, bet krouet en XIXvet hag aet war ziorren a-hed an XXvet kantved. Ar gudenn zo gant ar brezhoneg n'eo ket e vije chomet ur yezh komzet nemetken : ur yezh skrivet eo ivez hep mar. Nemet an darn vrasañ eus ar gomzerien zo dizesk en o yezh rak n'o deus ket gallet mont d'ar skol e brezhoneg : eno emañ an dalc'h..
 
An dud a gomz brezhoneg n'int ket gouest d'en em gompren eus
an eil lec'h d'egile


Evel ma vez kont gant an holl yezhoù, emañ pinvidigezh ar brezhoneg gant al liesdoare ma'z eo. Evel-se e targemm ar yezh a vez komzet war ar maez eus an eil lec'h d'egile. Koulskoude, o vezañ ma n'eo ket gwall dorosennek Breizh ha ma n'eus ket a stêrioù bras pe a venezioù uhel a gement a c'hallfe mirout ouzh an dud d'en em zaremprediñ, n'eo ket bras-bras an disheñvelderioù er yezh. An taol-mouezh an hini a cheñch dreist-holl, ha gant un tamm bolontez vat e c'hall an eil kompren egile bepred pe dost. Bemdez e tiskouez an abadennoù skingomz e brezhoneg e c'hall komzerien eus kornioù-bro disheñvel en em gompren mat-tre gant un tamm boaz. An dud na ouzont na lenn na skrivañ eo o devez diaezamantoù gant an disheñvelderioù a gaver er yezh. An holl re a oar lenn ha skrivañ en em gompren hep tamm diaester ebet.
 
Brezhoneg chimik pe brezhoneg lennegel eo ar brezhoneg hiziv an deiz

E meteier zo, ha n'int ket mennet-mat atav, e vez poan oc'h asantiñ e c'hall ar brezhoneg emdreiñ evel an holl yezhoù modern a-ziwar-dro hag e rank evit se azasaat e c'heriaoueg ouzh ar bed arnevez hag ouzh an teknologiezhioù nevez. Lod o deus komzet evel-se eus ur brezhoneg chimik ha na vije ket brezhoneg ken, evit droukkomz eus ar brezhoneg a vez komzet ha kelennet en deiz a hiziv. Ne vo ket rekouret ar yezh gant se. Bez' ez eus un doare gwelloc'h da greñvaat ar yezh : sikour ar gomzerien n'o deus ket studiet o yezh er skol da zeskiñ lenn ha skrivañ.
 
Morse n'eus bet komzet brezhoneg e Roazhon

Diwar meur a anv-lec'h brezhonek evel Gros-Malhon (Gourmaelon) ha Quineleu (Keneleg) e c'haller prouiñ e oa bet komzet brezhoneg e Roazhon, mat ha ma ne vije ket bet yezh ar muianiver er boblañs ha ma vije bet euvret gant ar galleg da c'houde. Brezhonegerien zo bet a-viskoazh e Roazhon, unan eus kêrioù-penn istorel Breizh anezhi. Kêr Roazhon a oa bet dibabet gant Gregor Rostrenenn evit skeudenniñ ar pennad vivre en e c'heriadur eus 1732, ha roet en doa ur skouer e brezhoneg diwar-benn koust ar vuhez eno : Ar beva a so qezr e Roazon. Kement-se a brou ez eus bet a-holl viskoazh darempredoù tost etre Roazhon hag ar vrezhonegerien.
Abaoe fin an XIXvet kantved ha krouidigezh ar gador-gelenn war ar c'heltieg, ha war-lerc'h hini ar gevrenn vrezhoneg er skol-veur, eo deuet kêr da vezañ unan eus ar c'hreizennoù pennañ evit diorren ar yezh. E 2007 e talvez ar brezhoneg e Roazhon kement ha 518 a vugale er c'hlasoù divyezhek (2l kêr e Breizh), 400 a oadourien er c'hentelioù-noz hag en tu all da 300 a studierien er skol-veur, anez disoñjal frammoù luskañ a bep seurt evel Skol an Emsav pe Ofis ar Brezhoneg paneveken.
 
 Distreiń e krec’h ar bajenn
 
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù