Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Hip Hop ha brezhoneg

Face Cachée, ur gevredigezh a zo he fal kas an Hip Hop war-raok gant kentelioù, stummadurioù hag abadennoù, he deus sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg d’an 18 a viz Mae 2013

Dalc’het e oa bet al lid-sinañ e Ploveren dirak prezidant Face Cachée, an ao. Stéphane Vorn, an ao. Ronan Postic, eus Ajañs diorren an Ofis Publik, an it. Gwenaëlle Dolou, eilmaerez e karg eus ar Sevenadur hag an it. Anne Camus, kuzulierez-rannvro.

10 ober da gas da benn a zo bet dibabet gant ar gevredigezh evit ober muioc’h gant ar brezhoneg en he mont en-dro ha war ar pezh a vez embannet ganti. A-drugarez d’ar sinadur-mañ e tigor Face cachée un dachenn nevez d’ar brezhoneg en un diskiblezh ne oa ket dioutañ betek-henn.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn