Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label 2 gant Plouzane

D’ar Gwener 22 a viz Meurzh e oa bet roet d’an ao. Bernard Rioual, maer Plouzane, label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.

Ur c’hant den bennak a oa deuet d’al lid ha bugale klasoù divyezhek ar gumun o doa kanet e brezhoneg.

Kinniget e oa bet gant ar PAC (Plouzane Athlétic Club), en deus sinet an emglev Ya d’ar Brezhoneg ivez, e grezioù nevez a weler al logo Ya d’ar brezhoneg peget warno.

An ao. Damien Deschamps, eilmaer, an ao. Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr, den-dave ar garta, dilennidi all hag un toullad brav a dud a oa war al lec’h ivez.

Dre ma'z eus bet kaset 11 ober da dalvoudekaat ar yezh da benn, ez eus bet roet un eil label da Blouzane, goude dezhi bezañ bet tapet al label 1 e 2009.

En he frezegenn ez eus bet meneget gant an it. Louarn e oa bet oberiant-tre Kuzul-kêr Plouzane evit lakaat an hentad divyezhek publik da ziorren er gumun.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn