Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (925 ko)  Fichier pdf 
  Digor eo an enskrivadurioł er Master « Micherioł ar c’helenn divyezhek » gant an Deskadurezh katolik.

Kinniget eo ar stummadur-mań gant an ISFEC ha digor eo d’ar studierien ha d’an eilerien a fell dezho dont da vezań kelennerien divyezhek dre dapout ar Master hag ar genstrivadeg da vezań kelenner er skolioł yezh rannvroel.

300 eurvezh e brezhoneg ha 120 eurvezh emvarrekaat war ar yezh a ya d’ober ul lodenn eus danvez ar Master (780 eurvezh labour en holl). Pep studier a c’hello bezań skoazellet gant un heńcher divyezhek.

Ar studierien a c’hello ober o staj 12 sizhunvezh en o departamant a orin.

A-raok ar 1ań a viz Mezheven 2013 e ranko bezań bet leuniet an teulioł enskrivań.

Un devezh dorioł digor a vo aozet d’ar 16 a viz Meurzh, 15 plasenn Sanker e Brest.

Ur yalc’had Skoazell a c’hell bezań goulennet digant Kuzul-rannvro Breizh gant an emstriverien. http://www.bretagne.fr/internet/jcms/preprod_40522/bourse-skoazell-pour-les-futurs-enseignants-francais-breton

Evit gouzout hiroc’h, mont e darempred gant : ddec29.g-berthou@ecbretagne.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn