Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinet ez eus bet ur cĺhenemglev etre an DRAC hag an Ofis Publik evit sevel ur geriadur istorel niverel eus ar brezhoneg.

Sinet eo bet ar cĺhenemglev-ma˝ dĺan 8 a viz Cĺhwevrer 2013 e ti an DRAC e Roazhon gant an ao. Franšois ERLENBACH, rener an DRAC hag an it. Lena LOUARN, Prezidantez an Ofis Publik.

Dre ar c'henemglev-ma˝ e ouestl an DRAC ambroug ar raktres e-pad 3 bloaz. 100 000 Ç a vo lakaet war ar prantad-ma˝ evit kas ar raktres da benn. Pal ar geriadur eo kinnig korpus skrivet ar brezhoneg abaoe mare ar brezhoneg-krenn betek an deiz a-vrema˝. Pinvidikaet ha klokaet e vo ingal ar benveg niverel-ma˝ a vo digor d'an holl evit netra. Kerkent ha fin ar bloaz e tlefe dont er-maez ar stumm kenta˝.

Kinnig a raio ar geriadur istorel, evit pep ger, skouerio¨ tennet eus oberenno¨ dave. Merket e vo an deiziad testeni hag an dave evit pep hini anezho. Skrivet e vo ar skouerio¨ evel ma oant bet skrivet en destenn orin, ar pezh a vo dedennus-bras evit ar gumuniezh skiantel. Evit ma cĺhellfe beza˝ implijet gant an holl hag aesaet an enklasko¨ e vo treuzskrivet pep skouer gant an doare-skriva˝ a-vrema˝. Ar skouerio¨, anezho gwir frazenno¨, a vo kinniget en o cĺhendestenn evit skeudennaoui˝ mat an doare da implijout anezho. Evel-se e vo kinniget korpus ar yezh d'ar vrezhonegerien, d'an deskidi ha d'an enklaskerien.

Ouzhpenn-se e kinnigo ar geriadur, evit pep termen, an holl adstummo¨ koulz hag an holl stummo¨ deveret a vo bet renablet gant ar pal sevel un diaz roadenno¨ eus holl baradigmo¨ ar brezhoneg. Danvez eta evit gallout sevel en amzer da zont arloado¨ stlennek evel difaziero¨ reizhskriva˝ pe mezianto¨ da alia˝ war an doare-skriva˝ evit skriva˝ buanoc'h testenno¨ gant ur pellgomzer hezoug, da skouer.

Ar geriadur istorel, anvet Meurgorf, a vo lakaet enlinenn e lecĺhienn Ofis Publik ar Brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn