Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  14709 skoliad en hentadoů divyezhek e 2012

Kresk zo atav gant ar c’helenn divyezhek e Breizh : 14 lec’h nevez zo bet digoret er 1ań derez ha 627 skoliad ouzhpenn zo. Er publik ez eus ouzhpenn 6000 skoliad evit ar wezh kentań (6260 end-eeun), 4824 gant an deskadurezh katolik ha 3625 gant Diwan (a zo gant ur c’hresk kriz brasoc’h eget ar prevez).

Kresk zo e pep departamant er bloaz-mań adarre. Er Mor-Bihan ez eus muioc’h eget 4000 skoliad evit ar wezh kentań (4042), kreńvaet eo plas an departamant-se evel an eil hini e Breizh (Penn-ar-Bed a chom er c’hentań plas gant 6654 skoliad). Aodoů-an-Arvor eo an departamant gant ar c’hresk izelań (+2,2% ; 2292 skoliad). 1107 skoliad zo en Il-ha-Gwilen (+5,7%) hag el Liger-Atlantel eo tremenet pazenn ar 600 skoliad (614 ; +6,6%).

Bro Brest eo ar vro gentań gant 3408 skoliad, gant 17 % kresk war an niver a vugale divyezhek e kęr Brest hec'h-unan. E bro an Oriant eo tremenet pazenn ar 1000 skoliad (1092) ha hini ar 500 skoliad e bro Naoned (525).

Kęr Roazhon eo atav ar gumun a skoliata ar muiań a skolidi (641), Naoned a c’hounez ur plas hag en em gav d’ar 4e (478) goude Gwened (555) ha Kemper (554). Brest eo ar gumun gant ar muiań a lańs er bloaz-mań (+56 skoliad, digoradur un eil lec’h publik zo kaoz evit un darn vat).

Ar c’hresk brasań zo gant ar publik (+5,8%, un dregantad brasoc’h eget warlene) met pa seller ouzh ar c’hentań derez nemetken eo Diwan a zo gant ar muiań a startijenn (+5,2% e-skoaz 4,8% gant ar publik ha 4,0% en deskadurezh katolik).


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn