Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2451 ko)  Fichier pdf 
  Brudadeg nevez evit stummań an oadourien war ar brezhoneg

Roet ez eus bet lańs d’an 13vet brudadeg evit ar stummań oadourien (kentelioł noz, stajoł, pellgelennerezh) e Kemper, d’an 10 a viz Gwengolo 2012, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro, ha prezidantez an Ofis Publik, ha tud e karg eus ar c’hevread Deskiń d’an oadourien.

Arc’hantaouet ha kenurzhiet gant an Ofis Publik eo ar c’houlzad-se. Skoazellet eo ar frammoł kelenn d’ober bruderezh evit o dalc’hoł stummań gant an dafar kinniget dezho gant an Ofis Publik (skritelloł, plegfollennoł, flyeroł ha kartennoł ezel.)
Skignet e vez ar skoroł brudań-mań e ouzhpenn 230 kumun (e-tro 150 kumun a zegemer kentelioł noz evit an oadourien).

Studiadenn vloaziek Arsellva implij ar yezhoł a embann daou dra a-bouez : ar pevare bloavezh diouzh renk eo evit kresk ar skolidi er c’hentelioł-noz hag ar stummadurioł hir (6 miz) a ya war greskiń fonnus ivez : e 2012 ez eo ouzhpenn 200 stajiad a zo enskrivet en ur stummadur hir. E dibenn o stummadur e tremen pep stajiad e ziplom “Barregezh war ar Yezh”.

Evit kaout roll ar frammoł kelenn hag al lec’hioł stummań, pellgargit roll an Arsellva a zo bet lakaet da bezh stag pe bellgomzit da Deskiń d’an oadourien : 0820 20 23 20.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn