Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (4406 ko)  Fichier pdf 
  Distro-skol ar c’helenn divyezhek : 14 lec’h nevez

En un emvod-kelaouiń bet dalc'het d’an 29 a viz Eost eo bet kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg frouezh e labour war diorren ar c’helenn divyezhek. 14 lec’h nevez a vo digoret e miz Gwengolo, ar sifr uhelań abaoe 2000.


Labourat a ra ar framm publik evit frammań diorren ar c’helenn divyezhek abaoe fin 2010. Gant distro-skol 2012/2013 emań an Ofis gant e vloavezh leun kentań enta. Ouzhpenn daougementet e vo an niver a lec'hioł kelenn nevez er bloaz-mań e-keńver warlene. 14 lec’h kelenn nevez a vo digoret e miz Gwengolo : 7 er publik, 4 er prevez ha 3 skol Diwan. An eil gwezh e istor ar c’helenn publik (abaoe 1982 enta) eo e vefe digoret 7 lec’h nevez. En deskadurezh katolik ne oa ket bet kement a zigoradurioł abaoe 2005 ha ne oa ket bet bet c'hoarvezet da Ziwan digeriń 3 skol war un dro abaoe 17 vloaz.

Er 5 departamant e vo digoradurioł. E Penn-ar-Bed e vo ar muiań anezho (7) : Brest, S.-Tegoneg, Pluguen, Molan (publik), Konk-Kerne, Lokmaria-Plouzane (prevez), Landivizio (Diwan). Goude en em gav ar Mor-Bihan gant 3 lec'h nevez : Langoned, Plunered (publik), an Alre (prevez). 2 skol nevez a vo gant Diwan el Liger-Atlantel (Pornizh ha Naoned 2). 1 lec'h nevez a vo en Aodoł-an-Arvor (Kallag ; publik) hag 1 ivez en Il-ha-Gwilen (Kastell-Bourc’h ; prevez).

Er bloavezhioł tremenet e veze etre 3 ha 6 lec’h ouzhpenn. Plijet eo an Ofis publik o tiskouez ez eus bet gallet kreńvaat lusk ar c’helenn divyezhek er bloaz-mań ha daougementiń an niver a lec'hioł nevez a-drugarez d'ar c'henlabour gant holl oberourien an deskadurezh. Etre 600 ha 800 skoliad ouzhpenn a zlefe bezań er bloaz-mań. War-zu ar 15.000 skoliad ez eer.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn