Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (690 ko)  Fichier pdf 
  Divyezhegezh : ur c'hinnig nevez e Skol-veur gatolik Gwengamp

Da-geñver un emvod-kelaouiñ e REGEK Il-ha-Gwilen ez eus bet embannet gant an Deskadurezh katolik digoridigezh un aotreegezh nevez ha modulennoù nevez kinniget e meur a gursus e Skol-veur Gwengamp adalek miz Gwengolo 2012. Dibar eo ar c'hinnig-mañ peogwir ez eo digor d'an holl re o deus desket brezhoneg en hentadoù divyezhek ar c'hentañ hag an eil derez.

D’ar Meurzh 24 a viz Ebrel 2012 e Roazhon en deus kinniget an aotrou Olivier ar Berr, rener ar Skol-veur gatolik, an aotreegezh nevez hag a vo digoret e Gwengamp, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik.

War-raok ez a ar c'helenn divyezhek a vloaz da vloaz er 1añ hag en 2l derez. En deskadurezh uhel ne oa eus ar brezhoneg betek hiziv nemet er rannoù yezhoniezh (keltieg) hag er masterioù enklask ha kelenn divyezhek. Divizet he deus an Deskadurezh katolik liesaat ar c'hinnigoù er skol-veur (ne oa nemet eus un Diplom Skol-veur evit ar mare) gant danvezioù brezhonek e 4 aotreegezh (Aotreegezh 1 ha 2 Bevoniezh, Armerzh-Merañ/Melestradurezh Armerzhel ha Sokial, Yezhoù Estren Pleustrek ha Psikologiezh) asambles gant un aotreegezh nevez 3e bloavezh war Skiantoù an Deskadurezh.

Nevezus eo ar raktres-mañ dre ma sell ouzh danvez studierien n'int ket dre ret e kursusoù « yezh» ; hag ouzhpenn, e vo un 1/3 eus ar c’hentelioù e brezhoneg. Ober a ray ar studierien o staj pleustrek en hentadoù divyezhek pe dre soubidigezh ivez. Digor eo ar c'hinnig-mañ d'an holl a zo bet er c'hursus divyezhek betek dibenn ar skolaj d'an nebeutañ.

Evit gouzout hiroc’h, mont e darempred gant koulmig.malrieu@uco.fr pe pellgargañ an teul amañ stag.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn