Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Bro Lesneven : ar Gumuniezh kumunioł hag 8 kumun a sin Ya d’ar brezhoneg

Sinet eo bet ar garta gant an ao. Joėl Marc’hadour, prezidant ar Gumuniezh-kumunioł ha maer Plouzeniel dirak an it. Lena Louarn besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e karg eus yezhoł Breizh ha prezidantez an Ofis Publik ha kalz dilennidi eus ar Gumuniezh. 8 kumun o deus sinet ar garta da-geńver an degouezh-se ivez.

A-gevret gant KK bro Lesneven ez eo 8 kumun o deus divizet mont a-du gant Ya d’ar brezhoneg : Brignogan, ar Folgoad, Gwiseni, Kerlouan, Kernouez, Lannarvili, Plouider ha Tregaranteg dre zibab live 1 pe 2 ar garta.

Divizet he deus an DFKS kas 6 ober da benn dindan 3 bloaz : embann kartennoł-bizit divyezhek evit dilennidi ar Gumuniezh ; embann e brezhoneg pennad-stur kazetenn ar KK; staliań panelloł divyezhek er savadurioł e dalc’h ar KK; skritellań an 2 yezh war kirri ar KK; ober un enklask e-touez implijidi ar KK evit kompren gwelloc’h ar pezh emaint o c’hortoz evit a sell ouzh ar brezhoneg ; sinań ur gevrat kefridi gant an Ofis Publik.

En he frezegenn he deus embannet an it. Louarn pegen laouen e oa gant ar sinadurioł-mań war un tiriad ma c ’heller gwelet an deskadurezh divyezhek o tiorren mat.
Ouzhpenn 8% eus skolidi ar c’hentań derez skoliataet er Gumuniezh kumunioł a gaver en hentadoł divyezhek.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn