Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Koulzad etrebroadel evit ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg

Un intrudu zo bet tapet gant Ofis Publik ar Brezhoneg hag Yves-Marie Derbré evit goulenn ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg. Yves-Marie Derbré zo ur studier bet e lise Diwan ha tapet gantañ Prizioù dazont ar Brezhoneg e 2010 evit e labour kas war-raok stumm brezhoneg an holloueziadur frank a wirioù Wikipedia.

Pal al luskad eo kizidikaat pennoù bras Facebook ouzh an ezhomm zo da ouzhpennañ ar brezhoneg d'ar roll yezhoù kinniget gant ar rouedad kevredigezhel hollvrudet. D'ar Sul 4 a viz Meurzh eo bet boulc'het an traoù ha berzh zo bet graet kerkent. Bodet ez eus bet ouzhpenn 5000 ezel eus ar rouedad e-korf tri devezh nemetken. Sklaer eo ar c'hemenn : Facebook e brezhoneg !

Ha diouzh ar berzh a ra ar strollad, n'eo ket prest ar goulenn-se da chom a-sav a-raok na vefe respontet dezhañ.

Ar strollad war Facebook : http://www.facebook.com/groups/334727793245979/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn