Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Teknologiezhioù nevez

Ur stumm nevez evit an troer emgefre hag un difazier yezhadurel

Abaoe 2008 e tiorren Ofis publik ar Brezhoneg un troer emgefre brezhoneg-galleg. War lec'hienn an Ofis e c'haller e gavout : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-troerofis.php

Deuet ez eus er-maez hiziv ur stumm nevez (ar stumm 0.5). Evel evit pep doare nevez eo bet kresket ar c'heriaoueg anavezet e-keñver ar stumm kent. Kalz a anvioù divoutin nevez zo bet ouzhpennet ivez (anvioù-badez, anvioù-familh, lec'hanvioù, anvioù merkoù...). Renket ez eus bet kudennoù niverus; pledet e vez mat bremañ gant stummoù ispisial zo, evel kemmadurioù ar gerioù a ra o liester e daou (da sk. : e zaoulagad, ho taoulagad) pe ar gerioù benel a grog gant g hag a fat o lizherenn gentañ war-lerc'h ar ger-mell (da sk. gouiziegezh, ar ouiziegezh). Meur a reolenn zo bet spisaet ha digammet ez eus bet un toullad patromoù deverañ, paneveken evit anavezout muioc'h a liesterioù diabarzh pe adliesterioù.

Ar re a garfe pellgargañ ar pakad a gavo anezhañ war Sourceforge : https://sourceforge.net/projects/apertium/files/apertium-br-fr/0.5.0/

Un difazier yezhadurel evit LibreOffice

Abaoe meur a viz e kenlabour an Ofis publik e savidigezh un difazier yezhadurel kentañ evit LibreOffice. LanguageTool eo anv ar benveg, digoust eo ha frank a wirioù.

Meret eo ar raktres brezhonek gant Dominique Pellé, anezhañ ur Breizhad divroet en Izelvroioù zo oc'h adperc'hennañ yezh ar vro. Gallout a reer pellgargañ LanguageTool amañ : http://www.languagetool.org/br/

Mont a ra LanguageTool kalz pelloc'h eget diskoachañ fazioù kemmadurioù (pezh zo mat dija). Tost 400 reolenn difaziañ zo bet savet evit ar stumm kentañ-mañ c'hoazh. LanguageTool a gav fazioù hag a ginnig diskoulmoù da-heul. Ur benveg aes d'ober gantañ ha ret evit an holl re a fell dezho gwellaat o brezhoneg skrivet.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn