Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An DPKS Levrioù ha lennadennoù a sin «Ya d’ar brezhoneg»

Sinet eo bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Yannik Bigouin, prezidant an diazezadur publik "Levrioù ha lennadennoù" e Breizh hag an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis Publik. Kreñvaet e vo evel-se plas ar brezhoneg e mont en-dro pemdeziek ar framm.

D’ar Merc’her 15 a viz C’hwevrer 2012 eo bet lidet ar sinadur-se e Roazhon.
Goude skol-veur Roazhon 2 ha Mirdi Breizh un nebeud bloavezhioù zo ez eo an 3e framm en deus Breizh da dachenn labour hag a sin Ya d’ar brezhoneg.

Abaoe ur pennad ez eus brezhoneg e Levrioù ha lennadennoù. Ur bazenn a bouez e oa bet tuta ur vrezhonegerez da skouer. Kemeret eo bet an diviz gant kuzul-merañ ar framm mont pelloc’h ha diorren plas ar brezhoneg ennañ.

En e brezegenn zivyezhek en deus degaset da soñj an ao. Yannik Bigouin pegen pouezus eo ober gant ar yezh : “Hon dever ez eo amañ e ti Levrioù ha lennadennoù e Breizh ober hol lod da doullañ pelloc’h an erv”.
An it. Lena Louarn eus he zu he deus pouezet war al liamm strizh a zo etre ar brezhoneg ha bed al levrioù abaoe dornskrid Leiden en VIIIvet kantved betek hiziv (warlene, ouzhpenn 100 levr brezhonek bennak a oa bet embannet).

A bep seurt oberoù da lakaat e pleustr a zo bet dibabet gant Levrioù ha lennadennoù, en o zouez stummañ war ar brezhoneg an implijidi a fello dezho. Reiñ a ray an tu da greñvaat c’hoazh an darempredoù etre an diazezadur publik ha tachenn al levrioù brezhonek.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn