Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kab an Oriant, framm etrekumunel 1ań ar Mor-Bihan o resev al label Ya d’ar brezhoneg.

Lid reiń al label Ya d’ar brezhoneg da Kab an Oriant a zo bet dalc’het d’ar 27 a viz Genver 2012. Gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik eo bet roet al label d’an ao. Norbert Métairie, prezidant Kab an Oriant.

Roet eo bet al label live 1 da Kab an Oriant peogwir ez eus bet kaset da benn gantań 5 ober a sell ouzh ar panellerezh heńchań, panelloů an aveadurioů etrekumunel (Kęr ar bageal peurgetket), arc'hantaouiń stummadur micherel implijidi an DPKE, sinadur ur gevrat kefridi gant an Ofis Publik hag embann kartennoů-bizit evit kuzulierien ar Gumuniezh.
E-ser al lid-reiń-mań eo bet sinet live 2 ar garta gant Kab an Oriant.

En he frezegenn eo bet meneget gant an it. Lena Louarn al lusk a zo gant ar c’helenn divyezhek e bro an Oriant (ouzhpenn 900 skoliad e takad an DPKE) koulz hag hini ar c’hevredigezhioů, evel Emglev bro an Oriant da skouer. Eus un tu all, 8 kumun eus Kab an Oriant o deus sinet ar garta c’hoazh, ar pezh a ziskouez youl an dilennidi da ziorren ar yezh en un doare kempouez e takad ar Gumuniezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn