Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  4 raktres skol divyezhek nevez gant an Deskadurezh katolik evit distro-skol 2012

En un emvod-kelaouiń boutin e Aradon (56) ez eus bet embannet gant OPAB ha renerezh an Deskadurezh katolik e oa 4 raktres skol nevez war ar stern a-benn an distro-skol a zeu. E skol S. Jozef e Lokmaria-Plouzane (29) ha skol ar Galon Sakr e Konk-Kerne (29), skol S. Jozef e Kastell-Bourc’h (35) ha skol Sz.Tereza en Alre (56) ez eus bet pe e vo emvodoł foran evit digeriń hentadoł divyezhek er 1ań derez.

An ao. Martial Limouzin, prezidant PAKEK Breizh, en deus pouezet ivez war ar politikerezh stummań zo bet lakaet e plas evit ma vefe tu d'ar skolaerien unyezhek deskiń brezhoneg e stummadurioł hir. An it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik he deus lakaet war wel ar c'henlabour a-feson savet etre OPAB hag an deskadurezh katolik. Degaset he deus da sońj ar skoaziadoł a c'haller kaout evit mont da skolaer divyezhek, a-drugarez da politikerezh yezh ar c'huzul-rannvro, koulz evit an danvez kelennerien hag evit ar gelennerien ditlet (yalc’hadoł Skoazell ha Desk).

Ma tro an holl raktresoł-se da benn vat e vo ar wezh kentań abaoe 7 vloaz ma vo digoret kement a skolioł nevez gant an deskadurezh katolik.

Un digarez eo bet an emvod-kelaouiń-mań evit reiń tro da gemenn e vo dalc'het ur c'hollok a-raok pell diwar-benn talvoudegezh an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Ar c'hollok-se, aozet diwar youl Poellgor Akademiek ar Gelennadurezh Katolik a vo dalc'het e Pondi d'an 12 a viz Mae.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn