Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Evit ar wezh kentań e Karaez : un enklask diwar-benn an anaoudegezh hag an implij eus ar yezh a vo kaset da benn e-ser an niveridigezh.

Diouer a roadennoł resis zo war an niver a yezherien hag an doare ma reont gant ar yezh. Da-geńver an niveridigezh e Karaez ez eo bet an Ti-kźr o c’houlenn digant an EBSSA ouzhpennań ur roll goulennoł evit dastum roadennoł war ar brezhoneg. Evit ar wezh kentań e Breizh e vo graet al labour-mań, kenaozet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ; hag evit ar wezh kentań e Frańs eo bet roet an aotre gant an EBSSA da gensevel un enklask a intrudu lec’hel liammet gant an niveridigezh, ne vern an danvez studiet.

Ur politikerezh yezhel youlek a vez kaset da benn gant Karaez abaoe un toullad bloavezhioł : ar gumun nemeti eo e Breizh a glask tapout live 4 ar garta Ya d’ar brezhoneg. Frouezhus e krog ar politikerezh-se da vezań : tost da 25% eus skolidi ar c’hentań derez a zo skoliataet en hentadoł divyezhek hag e kaver e-tro 100 implij e brezhoneg war takad ar gumun. (Eno emań staliet lise Diwan da skouer).

Un tammig muioc’h eget 8000 den a vo tizhet gant an enklask-se ; reiń a raio an tu da zastum roadennoł war an niver a yezherien, doareoł an treuzkas, penaos e vez selaouet ar mediaoł brezhonek ha petra eo c'hoantoł an dud e-keńver servijoł. Gant Arsellva implij ar yezhoł e vo studiet ar roadennoł ha kinniget dielfennadurioł anezho.

Evit ar wezh kentań eta e vo roadennoł resis ganeomp diwar-benn ar yezh evit ur boblańs en he fezh. Ul luc’hskeudenn eus stad ar yezh er gumun e 2012 a vo ganeomp, goude an digresk meur e niver ar yezherien zo c’hoarvezet e Breizh en 20vet kantved.

Ma vez graet kemend-all a-benn an niveridigezh a zeu e vo peadra da studiań pishoc’h an emdroadurioł lec’hel-mań e hanterenn gentań an 21vet kantved.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn