Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Urzh Alvokaded Kemper a lavar Ya d’ar brezhoneg

D’al Lun 19 a viz Kerzu 2012 e ti alvokaded Kemper eo bet sinet an Emglev Ya d’ar brezhoneg gant Mestr Jean-François Moalic, pennalvokad an Urzh ha Lena Louarn Prezidantez an Ofis Publik.

D’al lid-sinań e oa deuet Mestr Franck Buors a vo pennalvokad e 2012, Mestr Erwann Costioů ha Mestr Of-Savary o doa kinniget ar sinadur d’an Urzh. War al lec’h e oa ivez Mestr Michel Senant, e gabined o vezań bet an hini kentań o sinań an Emglev.

A bouez kenań eo ar sinadur-se, zo bet lavaret gant Lena Louarn, o vezań m’eo Urzh Alvokaded Kemper an hini kentań e Breizh o sinań an Emglev, ur pezh darvoud e bed ar Gwir.
A-du gant Lena Louarn ez eo aet Mestr Moalic : diorren ar brezhoneg eo ar pal ha krog eo an Urzh da gas ar pemp ober bet dibabet gantań da benn.

Dalc’homp sońj e oa ar brezhoneg yezh vamm Sant Erwan, Patrom an alvokaded ha Patrom Breizh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn