Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label 2 evit Ploveilh

D’ar Gwener 28 a viz Du e oa bodet tost da gant den e Ploveilh evit gwelet ar maer, Franck Pichon hag an dilennad dave Jean-Pierre Bičre o tegemer al label Ya d’ar brezhoneg live 2 roet dezho gant Lena Louarn, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.

Gant unnek ober kaset da benn war dachennoł disheńvel, panellerezh divyezhek, plakennoł straed e brezhoneg pe zivyezhek, panelloł diabarzh ha diavaez an ti-kźr en div yezh, ar pedadennoł en div yezh, ar sikour a vez roet d’ar c’hentelioł brezhoneg evit an oadourien... e krog al listenn da vezań hir hag e vo aes d’an Ti-kźr kemer hent al live 3.

Studiet e vo an oberoł nevez a vo da gas da benn gant ur bodad labour ha gant an dilennidi en nevezamzer.

Klozet e oa bet al lid brav gant laz-kanań “Kanerien Sant Meryn” en deus kanet kanaouennoł brezhonek ha Bro Gozh Ma Zadoł da echuiń.

Ploveilh a chom e-touez ar c’humunioł a ra ar muiań evit kas ar brezhoneg war-raok.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn