Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Prizioù 2012 - Ar re rakdibabet

Prizioù 2012 a vo roet d’ar Gwener 27 a viz Genver 2012 er Maezioù Frank e Roazhon.
Kenaozet e vint evit ar wezh kentañ gant Ofis Publik ar Brezhoneg, Rannvro Breizh ha France 3 Breizh.


Setu ar re zo bet rakdibabet gant ar bodad-barn :

1. Levrioù faltazi
Yann Bijer evit « Torr e benn » (Embannadurioù Al Liamm), Mich Beyer evit « Andon ar gasoni » (Embannadurioù An Alarc’h) ha Bernez Tangi evit « Ar Saouzanenn » (Embannadurioù Skrid).

2. Pladennoù kanet e brezhoneg
LLeuwen Steffan evit « Tân », Yann Raoul evit « Nozvezh an Nedeleg » ha Gweltaz Adeux evit « Ehan ».

3. Teulfilmoù
« Din-me da c’hoari » gant Maï Lincoln hag Erwan Kermarrec (kenbroduet gant Kalanna ha France 3 Breizh), « Ar Sica » (Produet gant France 3 Breizh) hag « Allah’s Kanañ war an hent » (kenbroduet gant Gwengolo filmoù ha France 3 Breizh).

4. Kevredigezhioù
Babigoù Breizh, Mirdi ar Vezhinerien ha Symphonie de Breizh.

5. Frammoù publik
Kumuniezh kumunioù bro Kemperle, Ti-kêr Karaez ha Ti-kêr Bruz.

6. Brezhoneg er bed ekonomikel
Edubreizh, Les Amis du bois hag Askorn Medical.

7. Brezhoneger ar bloaz
Andrev Le Meut, LLeuwen Stefan ha Gwenael Oillo.

Loread kentañ pep rummad a resevo ur priz a 1500 € digant an OPAB e anv Kuzul-rannvro Breizh. Pep a 500 € a vo roet d’an eil ha d’an trede loread.
Un oberenn arzel diwar zorn ar c’hizeller Jean Loup Le Cuff a yelo ivez gant pep loread.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn