Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg e Sine : war an hent evit tapout live 2 ar garta

D’an 28 a viz Du 2011 e oa bet roet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, d’an ao. Luc Foucault, maer Sine. Da-geñver al lid-mañ he deus embannet ar gumun he youl da vont pelloc’h en ur sinañ live 2 ar garta.

Er skol bublik Guyomard e oa bet dalc’het an abadenn, er skol ma oa bet digoret ur c’hlas divyezhek en distro-skol, ar pezh a oa bet tu d’ober a-drugarez d’ur c’henlabour efedus etre ar gumun, an Ofis Publik hag an Ensellerezh akademiezh.

Evit oberoù all eo bet roet al label live 1 da Sine : staliet ez eus bet panelloù e diabarzh hag e diavaez ar savadurioù e dalc’h an ti-kêr hag ez eus bet prenet levrioù brezhonek evit lennerion mediaoueg Sine ivez, da skouer.

7 ober nevez da gas da benn vat dindan 3 bloaz zo bet gant kuzul-kêr Sine. Arc’hantaouet e vo stummadurioù war ar brezhoneg evit an implijidi eus ar gumun a fell dezho deskiñ pe beurzeskiñ ar yezh, kinniget e vo abadennoù e brezhoneg en un doare reoliek ha sinet e vo ur gevrat kefridi gant an Ofis Publik.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn