Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ul lec’hienn nevez da zizoleiñ Breizh e brezhoneg

Diskuliet eo bet doare brezhonek lec’hienn Internet Poellgor-rannvro an touristerezh (PRT) d’an 22 a viz Du e Roazhon gant an it. Maria Vadillo, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus an touristerezh hag ar glad hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh.

Fellout a ra da Boellgor-rannvro an touristerezh, d’e brezidantez an it. Maria Vadillo ha d’e rener an ao. Michael Dodds, e vefe graet gant ar brezhoneg er binvioù kehentiñ ha brudañ Breizh. « Hiziv an deiz e vez an douristed o klask war-lerc’h traoù gwirion, war-lerc’h ar pezh a ya d’ober identelezh ar broioù » a zispleg Maria Vadillo. Eus un tu all e ya ar Vretoned d’ober ul lodenn vat eus ar vakañserien ivez. Naturel e oa kinnig un doare brezhonek eus al lec’hienn eta.
Ar wezh kentañ eo e vez lakaet kement ar brezhoneg war wel gant ar PRT.

An it. Lena Louarn he deus pouezet evit ma vefe kavet muioc’h-mui galleg ha brezhoneg kichen-ha-kichen e binvioù kehentiñ ar C’huzul-rannvro hag e re e gevelerien. Pal ar Garta "ober gant an divyezhegezh" degemeret gant ar Rannvro eo.

Frouezh ur c’henlabour etre Poellgor-rannvro an touristerezh hag Ofis Publik ar Brezhoneg eo doare brezhonek al lec’hienn. Ouzhpenn 6 miz labour zo bet ezhomm evit kas ar raktres da benn hag ul lec’hienn all zo da zont : Sot gant Breizh.

Treut e oa plas ar brezhoneg war dachenn an touristerezh betek bremañ. Ur prenestr digor war Breizh eo al lec’hienn-se. Plijadur o do ar Vretoned hag an douristed oc’h ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha talvoudus e vo ar porched d’ar vrezhonegerien evit anavezout Breizh gwelloc’h met ivez evit prientiñ chomadennoù e korn-mañ-korn eus ar vro.
Ur benveg a-feson e vo evit skolidi ha kelennerien an hentadoù divyezhek ivez rak puilh eo danvez al lec’hienn. www.touristerezh-breizh.com

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn