Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2625 ko)  Fichier pdf 
  Lańs zo bet roet e Kemper d’an 10vet brudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien

D’ar 16 a viz Gwengolo, e ti-kźr Kemper, ez eo bet lakaet ar c’houlzad da gregiń en ofisiel dirak an ao. Bernard Poignant, maer Kemper, an ao. Loļc Philippon, kuzulier dileuriet evit al liesseurted sevenadurel hag ar brezhoneg, an ao. Fulup Jakez, rener an Ofis ha meur a framm stummań evit an oadourien.

Setu dek vloaz bremań ma vez aozet gant Ofis ar Brezhoneg en diskar-amzer, e kenlabour gant ar c’hevredad DAO (Deskiń d’an Oadourien), ur c’houlzad kelaouiń bras diwar-benn ar stummadurioł war ar brezhoneg evit an dud deuet.

Dafar a vez roet evit netra d’ar frammoł kelenn, strollegezhioł lec’hel ha departamantoł (skritelloł bihan, krenn ha bras, plegfollennoł, follennoł-nij ha kement zo).
Kemeret e vo perzh er bloaz-mań er c’houlzad « Plijus » gant 4 departamant (Liger-Atlantel, Mor-Bihan, Aodoł-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen) ha 230 kumun, dezho da skignań dafar brudań er 5 departamant.

Dre un niverenn ispisial, 0820 20 23 20, a dreuzkaso an holl c’houlennoł war-du ar c’hevredad DAO, e c’hallo an dud a glask kentelioł-noz pe stummadurioł hir bezań heńchet war-du ar frammoł kelenn a ginnig kentelioł e 162 gumun hervez Arsellva an Ofis (+ 15 e-keńver 2008).

Menegomp ivez ez eo kelennet ar brezhoneg e-barzh 11 bro war 3 c’hevandir.

O kreskiń emań sifroł ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet : 5000 deskard zo bet e 2008-2009 da lavaret eo 6% ouzhpenn er c’hentelioł-noz (10% evit a sell ouzh an deraouidi). Stad zo ennomp ivez o verzout ez a betek-penn an dud a laka o anv da zeskiń ar yezh (+7%). Brezhonegerien wirion e teuont da vezań.

Berzh ar stummadurioł hir (dindan ar stummerezh dibaouez) a zispleg an disoc’h mat-se evit lod.

Pellgargań roll ar c'hentelioł-noz evit 2009-2010 a c'hellit ober (s.o. ar pezh stag)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn