Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Penn-kentañ an ijinerezh artifisiel e brezhoneg : kinnig ar c'hentañ troer emgefre brezhoneg-galleg.

Evel an holl yezhoù modern bras e rank ar brezhoneg en em ober dibaouez ouzh an emdroadurioù teknologel. Setu perak en deus an Ofis divizet ober eus tachenn an teknologiezhioù nevez un dachenn
eus ar re bouezusañ evit ar yezh, pe e vefe evit kinnig ostilhoù stlenn e brezhoneg pe e vefe evit treiñ dafar war ar Genrouedad.


D'al Lun 18 a viz Mae 2009, e Roazhon er C'huzul-rannvro, o deus pennoù Ofis ar Brezhoneg kinniget d'ar c'hazetennoù, frouezh o c'henlabour gant Francis Tyers, anezhañ un ijinour war ar stlenneg eus Promsit Language engineering : ur meziant treiñ emgefre frank a wirioù

Hag hi bresk ha toutek c'hoazh un nebeud bloavezhioù zo, bras eo bet an araokadennoù graet gant skiant an treiñ emgefre abaoe. E skol-veur Alacant, e Spagn, e kumuniezh emren bro Valencia, eo bet diorroet ar raktres Apertium. Renet gant ar c'helenner Mikel L. Forcada e labour ur skipailh imbourc'herien war savidigezh ur savenn treiñ emgefre abaoe 2005, e kenlabour gant embreregezhioù ha skolioù-meur spagnol hag europat all hag, evit ar raktres-mañ gant Ofis ar Brezhoneg. Pal an treiñ emgefre n'eo ket tre kinnig troidigezhioù direbech uhel o live, kentoc'h e venner kinnig ostilhoù prim gouest da dreiñ fonnus testennoù er mod ma vo tu da gompren dre vras ster hollek ar skrid orin dreist d'ar mankoù niverus stag ouzh an treiñ emgefre.

Er penn-kentañ en doa dibabet skipailh Apertium plediñ gant koubladoù yezhoù kar-tost an eil ouzh eben evel, da skouer, ar spagnoleg hag ar c'hatalaneg pe ar c'hatalaneg hag an okitaneg. Da c'houde, en ur dennañ splet eus ar skiant akuizitet zo bet labouret war yezhoù pell evel an euskareg hag ar spagnoleg pe ar c'hembraeg hag ar saozneg. Ha setu ar pezh zo bet graet ivez gant ar brezhoneg hag ar c'houblad nevez kinniget hiziv (brezhoneg-galleg)

A-drugarez d'ur yalc'had bet degemeret gant skol-veur Alacant en deus gallet an Ofis kas un teknikour brezhoneger di da harpañ skipailh Apertium. Heverk-kenañ eo e vije bet posupl, gras da varregezhioù an Ofis war ar yezh ha war ar skiant prenet dastumet gant Apertium war an treiñ emgefre, sevel stumm kentañ an troer e-korf ur bloavezh labour bihan.

Derc'hel a raio an ostilh nevez-mañ da emdreiñ ha da wellaat evit ar stummoù da zont. Koulskoude eo gouest dija da anavezout e-tro 85% eus geriaoueg ar brezhoneg. Sevel a ra ar feur klotañ gant un droidigezh dave da 55% ar pezh zo brav ken-ha-ken evit ur benveg kentañ a bled gant yezhoù ken pell ha m'eo ar brezhoneg eus ar galleg. Ouzhpenn-se, bremañ m'eo bet savet ar c'houblad yezh kentañ e vo posupl, war grenn dermen da ziorren ar raktres war-du yezhoù all (brezhoneg-kembraeg, brezhoneg-spagnoleg, brezhoneg-saozneg…).

Eeun-tre hag aes-kenañ da implijout eo etrefas an troer, kavet e vo diouzhtu war
http://xixona.dlsi.ua.es/~fran/breton/troer/index.php

Ac'hann d'an hañv 2009 e tlefe bezañ kavet an troer war lec'hienn an Ofis ivez e-kichen TermOfis ha KerOfis.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn