Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An treiń war ar prim, un teknik a ro ur chańs nevez d’ar yezh

Abaoe un nebeud mizvezhioł e vez kinniget d’ar c’hevredigezhioł gant Ofis ar Brezhoneg un dafar jubenniń micherel aes da implijout ha prestet evit netra.

Abaoe un nebeud mizvezhioł e vez kinniget d’ar c’hevredigezhioł gant Ofis ar Brezhoneg un dafar jubenniń micherel aes da implijout ha prestet evit netra.
Sońj an Ofis eo reiń an tu d’an holl re a fell dezho gallout komz brezhoneg e kement digarez eus ar vuhez kevredigezhel hep lakaat a-gostez ar re n’ouzont ket ar yezh. Kement-se zo ur striv evit mont a-benn d’al lusk naturel a gas an holl war-zu yezh ar muianiver bep tro ma vez lod na vestroniont ket mat ar yezh. Seurt strivoł n’int ket aes a-wechoł pa c’houlennont cheńch hor boazioł mont en-dro. Ha kouskoude, ma vez c’hoant reiń ur chańs d’ar brezhoneg da vevań en amzer da zont ha krouiń ur gwir kevredigezh divyezhek ez eo ur pleg a rankimp da gemer muioc’h-mui.
Un toullad aozadurioł o deus graet un degemer a-zoare d’an teknik nevez-mań c’hoazh : DAO, Ti ar Vro Bro-Leon, Devezh ar Brezhoneg, Taol Kurun, Kreizenn Sevenadurel Lannuon… Skol-veur Roazhon II eus he zu he deus rakviret an dafar evit ur c’hollok en diskaramzer. Laouen omp bet o klevet e oa bet plijet-bras perzhidi an emvodoł ma oa bet implijet an dafar jubenniń eno. Ar vrezhonegerien vat da gentań evel-just pa oa bet tu dezho da zispakań o sońjoł en o yezh met ivez ur maread tud all, berroc’h o brezhoneg, na grede ket dezho e penn-kentań e vijent bet gouest da heuliań un emvod e brezhoneg, hag a zo bet plijet o welet e komprenent muioc’h eget na sońje dezho. Evit ar re zivrezhonek eo un doare da briziań a-dostoc’h bezańs sokial ar brezhoneg.
Ar jubennourien, anezho tud a-vicher pe a-youl vat o deus kavet plijus ken-ha-ken ar “c’hoari” nevez-mań a c’houlenn bezań lemm a spered kement ha bezań barrek war an div yezh implijet.
Fiziańs zo bremań en Ofis e vo implijet an dafar jubenniń-mań gant muioc’h-muiań a dud en dazont. Gallout a reomp sońjal e prenań muioc’h a selaouelloł.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn