Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  « Spilhennig » : merk ar vrezhonegerien

Emań Ofis ar Brezhoneg o paouez embann un arouez nevez a zlefe ober berzh e-touez ar vrezhonegerien : « Spilhennig », evit gouzout d’ar c’hentań gwel ha komz brezhoneg a ra an den a zo a-dal deoc’h.

E Plouzeniel e Bro-Leon, da-geńver lid-hetoů Ofis ar Brezhoneg, ez eus bet roet lańs da « Spilhennig » war an ton bras.
Hirc’hortozet eo bet an arouez eeun-mań (daoust m’eo kreńv e ster) gant ur bern brezhonegerien a felle dezho, evel ma’z eus bet graet e Kembre, kaout un doare da welet diouzhtu ha da ziskouez e varregezh da gaozeal brezhoneg.
Re alies e klever tud a gomz galleg an eil gant egile peogwir ne ouzont ket ez int brezhonegerien.
Savet ez eus bet gant an Ofis eta un arouez neptu war an dachenn bolitikel (arabat e oa d’an arouez diskouez e oa tomm an dud ouzh Breizh da skouer, ar pal nemetań a oa reiń an tu d’ar vrezhonegerien d’en em anavezout diouzhtu) hag eeun ha cheuc’h, evit ma c’hallfe bezań gwisket gant an holl, koulz gant ur pennrener ha gant ezel ur gevredigezh zo o terc’hel ur stand, pe ur gwazour melestradurel e karg eus an degemer en un ti-kęr.
« Spilhennig » a ziskouez bezań heńvel ouzh lusk ur wagenn (evel hini ar brezhoneg oc’h en em ledań er gevredigezh) hag ul lagad bihan (an hini a wel d’ar c’hentań sell !).
Gant an embregerezh Kezaco eo bet graet ar c’hinnig gwellań evit respont da c’houlennoů an Ofis hag embannet ez eus bet 5000 skouerenn eus « Spilhennig » a vo kavet digoust en holl lec’hiadoů an Ofis ha da gentań penn, war e stand e salońs Expolangues Pariz, eus ar 24 d’ar 27 a viz Genver 2007. Skignet e vo “Spilhennig” e Breizh a-bezh gant skoazell an emglevioů bro hag an aozadurioů kelenn.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn