Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  Post : Buhezour(ez) pe monitour(ez)
Loperc’hed

Kevredad : Kreizenn bageal Rostivieg Loperc’hed
Tachenn : Kamp vakañsoù
Lakaet enlinenn d'an : 28 Genver 2010
Doare ar gevrat : Kevrat termenet (Leunamzer)
Prantad Kregiñ : 5 a viz Gouere 2010

Kefridi :
Evit ar (v)buhezour(ez) : bezañ e karg, gant skoazell ar (v)monitour(ez), eus 2 staj bag-dre-lien “optimist” ma vo lakaet e brezhoneg kement tra displeget gant ar v(monitour(ez).

Evit ar (v)monitour(ez) : bezañ e karg, dindan atebegezh RTQ ar framm, eus 2 staj bag-dre-lien “optimist” gant ar pal deskiñ bageal ha pleustriñ e brezhoneg war un dro.




Doare den :
Buhezour(ez) brezhoneger(ez) tapet an DABU gantañ (ganti) ha boas da vageal pe monitour(ez) entitlet gant monitourelezh kevreadel ar bageerezh-dre-lien pe gant ur CQP AMV.

Kevrat 35 eurvezh adalek ar 5 betek an 9 a viz Gouere 2010 + adalek an 2 betek an 28 a viz Eost 2010.
Strollad 1 CCNS evit ur (v)buhezour(ez) gant an DABU pe strollad 2 evit ur (v)monitour(ez) bag-dre-lien.


Kreizenn bageal Rostivieg Loperc’hed – Porzh Rostivieg – 29 470 LOPERC’HED – Pgz : 02 98 07 06 64
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù